roched
roched reun
roched
Ne oufen ket lavaret deoc’h pe e sellas outi pe ne reas ket, re deñval e oa c’hoazh da welet ; ar pezh a zo gwir avat eo e kendalc’has da c’haloupat a-dreuz ar parkeier en ur freuzañ e roched hag en ur regiñ e groc’hen ken ma en em gavas e porzh Kerbridoù, ken dialanet adarre evel ma oa, er penn kentañ eus an noz, pa en em gavas war bont Rozanklañ
war gorf e roched
Teir roched ha peder hiviz.
Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.
en e roched blouc'h
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Ur roched mañchoù hir a veze mat gwiskañ ivez evit ar memes abeg, met lies a wech e c'helled mirout ar manchoù-se rollet betek a-us d'an ilinoù.
Alies ne vo an dra-mañ nemet komz d'e roched e gwirionez, rak goulennet ez eus bet gant an archerien pe ar boliserien chom digomz ouzh ar vanifesterien.
Cheñch merc'hed a rae evel ma vez cheñchet roched gant unan.
An den dirazon a zo etre hanter-kant ha tri-ugent vloaz, gwisket gant ur gwiskamant teñval ker, ur roched wenn hag ur gravatenn roudennet.
Mots précédents
Mots suivants
rochedad