Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Endalc'had ur roued. Ur rouedad pesked. 2. Dre heveleb. Stroll an hentoù, hentoù-houarn ha kement a denn d'ar c'hehentiñ. Savet e voe rouedadoù stank a hentoù-houarn e dibenn an XIXvet kantved. 3. Dre skeud. Stroll an dud, an aozadurioù a vez o kenlabourat. Ur rouedad kenskriverien. Ur rouedad skolioù.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Disheñvel stumm rouedad ar prenestrier uhel, disheñvel gwaregadur ar garidoù-moger, disheñvel kenaozadur ar peulioù ha me 'oar pet munud all (skeudennoù 7 hag 8).

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?

2015
Référence : EHPEA p15

Evit an dra-se e ranker plantañ reuz, derc'hel pe serriñ lec'hioù a c'halloud pe broduiñ, peotramant an takadoù a servij da vont deus an eil re d'ar re all -da skouer, mont ha dont ar vinistred, peotramant kas-degas ar marc'hadourezhioù, ar rouedadoù-pellgehentiñ pe peulioù al linennoù Tredanvarr Uhel-Tre, ha kement zo...-.

2015
Référence : DISENT p54

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux