RELIJ.
1. Arouez eus ar c'hras, savet gant ar C'hrist, evit santelaat an dud.
Ar seizh sakramant : sakramant ar vadeziant, sakramant an olev, sakramant an aoter, sakramant an nouenn, sakramant ar briedelezh, sakramant an urzh, sakramant ar binijenn. Kemer ar sakramant a briedelezh : eurediñ.
&
Ent krenn (en e furm lies)
(ar) sakramantoù : sakramant an aoter hag an nouenn a gaser d'ub. toc'hor.
War e amzer diwezhañ c'houlennas ar sakramantoù. Kaout e holl sakramantoù : bezan bet nouennet.
2. Ent krenn (gant ur bennlizherenn-dal)
Ar Sakramant : sakramant an aoter.
Ar Sakramant meulet ra vo.
&
Gouel ar Sakramant : gouel a vez lidet an eil
sul goude ar Pantekost. Sul bras ar Sakramant. Sul bihan ar Sakramant. Tro ar Sakramant : lidkerzh a vez graet da geñver devezh Gouel ar Sakramant. Taol ar Sakramant : taol-fask. Bennozh ar Sakramant : lid ma vez benniget ar feizidi gant ar Sakramant. Salud ar sakramant : mare ma tenner an ostiv eus an armel sakr.
3. Dre ast.
Skor aour pe arc'hant ma vez lakaet an ostiv kensakret d'ar feizidi d'e azeuliñ.
Ur sakramant holl alaouret.
&
An heol sakramant : ar skor-se.
&
Armel ar sakramant : ma virer an ostivoù sakr.
ha dre okazion maz touetent mervel hep an sakramant a vadizant ez respontas dezhe ar werc'hez na douetent ket, [«] rak ar gwad pehini a skuilhit a vezo reputet deoc'h evit badizant.[»]
ha dre occasion maz douetent meruell hep an sacrament a badizant ez respontas deze an guerhes na douetent quet, [«] rac an goat peheny a scuillit a vezo reputet deoch euit badizant :[»]
1576
Référence :
Cath
p15
Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ?
M. Pe da tra ez seruig deomp-ny an Sacramant à Confession, autramant Pinigien?
1622
Référence :
Do.
p40
M. Pet sakramant zo en Iliz ? D. Seizh. M. Pere int-i ? D. Badiziant, koñfirmasion, pinijenn, sakramant an aoter, sakramant a nouenn, urzh ha priedelezh.
M. Pet sacramant so e-n Ilis? D. Seiz. M. Pere int-y? D. Badizant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Sacramant à Nouen, Vurz, ha Priedelez.
1622
Référence :
Do.
p38
M. Petra eo pec'hed orijinel ? D. An hini a zegasomp ganeomp er bed-mañ pan vezomp ganet hag a vez deomp pardonet dre ar sakramant a vadeziant.
M. Petra eo pechet Originel? D. An heny à diqueçomp gue/neomp e-n bet man pan vezomp ganet hac à vez deomp pardonet dre-n Sacramant à badiziant.
1622
Référence :
Do.
p34
M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.
M. Pe dre moyenaou entre an re all requeromp-ny gracc Doue? D. Dre vn custum hac vn vsaig mat, hac oz receu dignamant Sacramantoù'n Ilis.
1622
Référence :
Do.
p38
sakramant
Sacramant
1659
Référence :
LDJM.1
pg Sacrement
Da betra e servij deomp ar sakramant a gofession, aotramant pinijenn? D. Dreizañ e resevomp ar remision eus ar pec'hedoù hon eus kometet goude ar Vadiziant.
[M.] Da petra e servich deomp ar Sacra|mant à Gofession, autramant Pinigen? D. Dreisa é recevomp ar remission eus ar pec'hedou hondeus commettet goude ar Vadiziant.
1677
Référence :
Do.
p41-43
M. Pe dre moaienoù e akuizitomp-ni gras Doue ? D. Dre an uzaj mat ha resepsion din eus a sakramañchoù an Iliz.
M. Pe dre moyennou é acquisitomp-ny graç Doué? D. Dre an usaig mat ha reception din eus à sacramanchou an Ilis.
1677
Référence :
Do.
p39
M. Petra eo pec'hed orijinel ? D. An hini a zeu geneomp er bed-mañ pa vezemp ganet, hag a vez pardonet deomp dre ar sakramant a Vadiziant.
M. Petra eo pec'het originel? D. An hini à zeu gueneomp er bet man pa vezemp ganet, hag à vez pardonet deomp dre ar Sacramant à Vadiziant.
1677
Référence :
Do.
p35
resevet alies ar sakramañchoù
recevet alyès ar Sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens, pp.)
resev alies ar sakramañchoù
receo alyès ar Sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens.)
tostaet alies ouzh ar sakramañchoù
tausteët alyès ouc'h ar Sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens, pp.)
tostaat alies ouzh ar sakramañchoù
taustaat alyès ouc'h ar Sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens.)
reiñ ar sakramañchoù
réi ar sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg administrer
kas ar sakramañchoù
Caçz ar sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg administrer
ar sakramant adorapl eus an aoter
ar sacramant adorapl eus an auter
1732
Référence :
GReg
pg adorable
abuziñ eus a basianted Doue, eus ar sakramantoù
abusi eus a bacianded Douë, eus ar sacramanchou
1732
Référence :
GReg
pg abuser
ar sakramant a vadiziant
ar sacramand a vadizyand
1732
Référence :
GReg
pg bapteme (ou, batême, le premier des sacrements de l'Eglise)
sakramant an olev
sacramand an oléau
1732
Référence :
GReg
pg confirmation (sacrement de l'Eglise)
unvanet gant ar sakramant a briedelezh
unvanet gand ar sacramand a briedélez
1732
Référence :
GReg
pg conjoint (par le lien sacré du mariage)
sakramant adorapl eus an aoter
sacramand adorapl eus an auter
1732
Référence :
GReg
pg eucharistie
letern ar sakramant
letern ar sacramand
1732
Référence :
GReg
pg fallot
sakramantoù
sakramañtou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
sakramanchoù
sakramañchou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
sakramant an aoter
sakramañt ann aoter
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
ar seizh sakramant
ar seiz sakramañt
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
komzoù ar sakramant
komzou ar zakramañt
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
sakramant an Olev
sakramañd-ann-Oléô
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañd (-ann-Oléô)
sakramant
sakramañt
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sakramañt
Netra, nag ar republikaned gant o zennoù fuzuilh, nag ar marv ar c’hrisañ, na viro ouzhin da vont d’ho ti d’ho kwelet, da gemeret va lod en ho poanioù ha da reiñ deoc’h sakramañchoù hor mamm santel an Iliz.
Netra, nag ar republikaned gand ho zennou fuzil, nag ar maro ar c’hrisa, na viro ouzign da vont d’ho ti d’ho kuelet, da gemeret va lod enn ho poaniou ha da rei d’ehoc’h sakramanchou hor mamm zantel an Iliz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.53
O klevet ar rimadelloù-se, paotred ar republik ne raent nemet c’hoarzhin, mes an Aotrou Hermit a ouie e pelec’h en doa tud klañv da welet, hag en noz war-lerc’h ez ae eus a Donkedeg da Dregrom, e kofesae e dud hag e roe dezho o sakramañchoù.
O klevet ar rimadellou-ze, paotred ar republik ne reant nemed c’hoarzin, mez an Aoutrou Hermit a c’houie e peleac’h en doa tud klan da velet, hag enn noz varlerc’h ez ea euz a Donkedek da Dregrom, e kofesea he dud hag e roe d’ezho ho sacramanchou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.91
Soñjit, Loull ar Bouc’h, mar gellit, En droug a rit e Plouared : Saotriñ an holl Sakramañchoù, Ha glac’hariñ an eneoù.
Sonjit, Loull ar Bouc’h, mar gellet, Enn drouk a rit e Plouaret : Saotri an oll Sakramanchou, Ha glac’hari an eneou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.103
E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.
E Kemper, eun den hanvet Dagorn, unan euz ar pennou kenta a gase an traou enn dro enn tu-ze euz ar vro, a gerc’haz kaliriou an iliz kathedral, hag, evit ober goap euz ar relijion hag euz sakramanchou hor mamm zantel an Iliz, e saotraz anezho en eur c’his ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’ho brud vad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.155
O welet ne gleve netra gant den, e lakeas embann dre bevar gorn ar bourk, gant e soudarded, e oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan eus ar veleien da vont buan-ha-buan da reiñ sakramant an Nouenn d’e vevel, a yoa faoutet e benn gant un taol ru digant ar marc’h-limon.
O velet ne gleve netra gand den, e lakeaz embann dre bevar gorn ar bourk, gand he zoudarded, oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan euz ar veleien da vont buan-ha-buan da rei sakramant an Nouen d’he vevel, a ioa faoutet he benn gand eun taol ru digant ar marc’h limounn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.248-249
Eno e vezent kavet pa veze ezhomm anezho evit reiñ Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouenn d’ar re glañv.
Eno e vezent kavet pa veze izoum anezho evit rei Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouen d’ar re glan.
1878
Référence :
EKG.II
p.179
Anat e oa d’an holl ned aje ket a-bell. Ar gwad a rechete a-leizh e c’hinou ; a-vec’h ma c’hellas lavaret : En hanv Doue, klaskit ar beleg d’am c’haout da selaou va c’hofesion, da reiñ din va Sakramañchoù diwezhañ. Lavarit da Vari, va fried, dont war va zremenvan.
Anat oa d’an oll ne d-ache ket a-bell. Ar goad a rechette a-leiz he c’hinou ; a veac’h ma c’hellaz lavaret : Enn hano Doue, klaskit ar belek d’am c’haout da zelaou va c’hofesion, da rei d’ign va Zakramanchou diveza. Lavarit da Vari, va fried, dont var va zremenvan.
1878
Référence :
EKG.II
p.176
[Ar] sakramant meulet ra vezo
[Ar] sakrámañt moelet ra vezo
1909
Référence :
BROU
p. 417 (Sakramant : on l'accompagne souvent de la formule moelet ra vezo)
sakramant
sakrámañt
1909
Référence :
BROU
p. 417 (employé seul il désigne l'eucharistie) ra vezo)
Gouel ar Sakramant
Gwel ar Zakramãnt
1909
Référence :
BROU
p. 417 (la Fête-Dieu)
— Ar vadeziant, goude ar c’huzh-heol, evelato, Marc’harid, c’hwi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzon ket, evelato… Marv hep anzav he fec’hed, marv hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.
— Ar vadeziant, goude ar c’huz-heol, evelato, Marc’harid, c’houi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzoun ket, evelato… Maro hep anzav he fec’hed, maro hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)
— Daoust ha te a ouezo gwelloc’h da sakramañchoù ?… Pet sakramant a zo en Iliz ?
— Daoust ha te a ouezo gwelloc’h da zakramanchou ?… Ped zakramant a zo en Iliz ?
Référence :
VALL
pg bénédicti[o]n (du saint sacrement)
Dom Felix Lajat, manac'h a Urzh Sant Benead, breur d'an ozhac'h nevez, a ro bennozh sakramant an eured d'an daou bried.
Dom Felix Lajat, manac'h a Urz Sant Benead, breur d'an ozac'h nevez, a ro bennoz sakramant an eured d'an daou bried.
1944
Référence :
EURW.1
p.167
Distroit buan war ho kiz / Ma roin dezhañ sakramant / Ha m'er louzaouin gant damant, / Un euflenn vuhez m'en deus c'hoazh.
Distroit buan war ho kiz / Ma roin dezañ sakramant / Ha m'her louzaouin gant damant, / Eun euflenn vuhez m'en deus c'hoaz.
1960
Référence :
PETO
p79
Gouezet em eus hepken e ro / Ken lies gwech ha ma kav tro / O sakramanchoù da galz tud.
Gouezet em eus hepken e ro / Ken lies gwech ha ma kav tro / O sakramanchou da galz tud.
1960
Référence :
PETO
p37
Ho sakramanchoù zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouezh, / E-ser ac'hanoc'h kas gwallvrud, / Ho kure kozh, an hailhon gouez.
Ho sakramanchou ' zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouez, / E-ser ac'hanoc'h kas gwall-vrud, / Ho kure koz, an hailhon gouez.
1960
Référence :
PETO
p30
E-doug hor buhez, beleien da viken, / Ha koulz ha dec'h ne ve ket hiviziken / An holl sakramañchoù 'rofemp d'an dud vat / D'o skorañ da vevañ ha mervel ervat ?
E-doug hor buhez, beleien da viken, / Ha koulz ha dec'h ne ve ket hiviziken / An holl sakramanchou ' rofemp d'an dud vat / D'o skora da veva ha mervel ervat ?