Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.g. 1. Lavaret sakreoù dre vuanegezh, dre imor. Komz en ur sakreal hag en ur bec'hiñ. Sakreal a ra e-giz ul loman a vez skoet e lestr war an traezh. & Sakreal gant udb., ub. : distagañ sakreoù a-enep dezhañ. En em lakaas da sakreal gant ar maen-hont. HS. jarneal, lañgajal. 2. A-WECHOÙ Ober ul le en ur gemer Doue, un dra sakr da dest. HS. touiñ. II. V.k.e. (en danevellañ dieeun) Ger a dalvez da c'heriañ e tistager sakreoù. « Mil gurun ! » a sakreas Beg-e-dog, feuket ha brouezet.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

e glevout a rit-hu o sakreañ ?

1850
Référence : GON.II.HV pg sakréa

sakreañ

1850
Référence : GON.II.HV pg sakréa

sakreal

1850
Référence : GON.II.HV pg sakréa

sakreet

1850
Référence : GON.II.HV pg sakréa

Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.

1877
Référence : EKG.I. p.308

Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.

1878
Référence : EKG.II p.88-89

sakreal

1931
Référence : VALL pg blasphèmer

Ar re-mañ, ne voe ket un avañs dezho klemm, sakreal, "rebarbiñ" ; ober rankjent war o zroad, an hent da vont d'o chomlec'h nevez, ma ne zeuje karr ebet en-dro a-benn c'hwec'h eur diouzh ar paradez.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

En aner e furchont en ti hag e tistroont d'ar porzh, drouk enno hag o sakreal.

1960
Référence : PETO p66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux