Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. Laouen. Ar c'habiten a yeas d'e gaout, seder ha laouen. An dud yaouank a vez seder. Honnezh zo seder he daoulagad gant ar stad zo enni. & Trl. kv. Bezañ seder evel an deiz, evel an heol, evel pemp gwenneg, evel ur pintig, evel ul laouenan : bezañ seder-tre. HS. drant, drev (ag.), gwiv, mav, sart. 2. Sioul. Chomit aze seder. HS. didrouz (ag.), habask. B. 1. (db. an dud, al loened) Yac'h. Pa vo seder ar moc'h bihan, magit ar vamm gant greun poazh ha traoù kriz. 2. (db. an trevadoù) Neuz yac'h dezhañ. Trevadoù seder a savas. 3. (db. an amzer) Brav, heoliek. Ne ra ket a c'hlav, met n'eo ket seder an amzer. II. Doar. 1. Bezañ seder da ub. : bezañ laouen. Seder a oa din gant ur c'heloù ken plijus. 2. Bezañ seder ouzh ub. : ober brav dezhañ, diskouez bezañ laouen ouzh e welet. Goude e oant seder a-walc'h ouzhimp. III. Adv. 1. KOZH Diarvar. 2. En un doare laouen. Ur bodad tiez bihan gwenn a sav seder e-kreiz ar gwez. Kanañ, c'hwiteliat seder. 3. En un doare sioul. Mont a rejont seder da ginnig o gouzoug da zir ar c'hleze. HS. habask.

Exemples historiques : 
33
Masquer la liste des exemples

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Référence : M. p36

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Référence : M. p36

seder

1659
Référence : LDJM.1 pg franchement

sederañ

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

sederañ

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

sederoc'h

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

seder e pep feson

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

seder

1732
Référence : GReg pg certainement (certes), je me porte bien, à votre service, gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

seder eo

1732
Référence : GReg pg (elle est en bon) état (en bonne santé)

seder

1850
Référence : GON.II pg grén, séder

Ma vijes bet atav e ti ur miliner, e vijes, eveldon, bremañ yac'h ha seder.

1867
Référence : MGK p6

— « Setu neuze, avat, / Eme an desketañ, petra zo da ober : / O vezañ ma'z eo kozh, en deus ezhomm tommder / Da neveziñ e c'hwad, da zont kreñv ha seder. »

1867
Référence : MGK p105

Ne ouzon ket perak oc’h ker seder ha kel laouen hiriv, c’hwi hag a oa dec’h du ho penn ha rust evel ur bod spern. Lavarit din perak oc’h troet er mintin-mañ evel ma’z oc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.81

Blev-melen ha gwenngen, kaer-zremmet ha neuziet-koant, helavar ha didennus, gredus d’al labour ha seder ez oa ar merc’hed yaouank ; en o darempredoù ouzh ar baotred n’oant na pennoù-avel, na brageerezed nag oriadezed.

1923
Référence : SKET p.68 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 68, lin. 12, e lec’h « didennus » lenn « dedennus » a zo gwelloc’h").

Dindan pep toenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, blev-melen ha kaer, bev-birvidik ha seder.

1923
Référence : SKET p.67

Heol kuñv ha seder an Hanternoz eo a bare war hon eneoù !

1923
Référence : SKET p.41

Dirazo e weljont un enezenn hir bevennet e lec’hiennoù a devennoù uhel gwenn-kann kurunet al lein anezho gant glasvez seder ar c’hoadoù.

1923
Référence : SKET p.108-109

C’hoari a rae gant e c’hoar Madelen, luskellat a rae e vreur bihan nevez-c’hanet, Yannig, ha seder adarre ar paotr. Dizeñvor ? ne voe ket : bugelig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Graet gant hon martoloded an dro d’ar bagoù bras ha d’ar gobiri eoriet er porzh, seder-meurbet an aotrou Beskont, sutellat a rae ur sonig gallek (ne ouie ket ar brezhoneg), ur son disket gantañ du-se en Bro-C’hall.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

Ha Bilzig, seder-meurbet, a deuas d’ar gêr, paeet en devoa ha mat, e berenn. Echu ar gaoz. Echu ar gaoz ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("kleier" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane dezho, a c’hoarie gante ; pecheroù (1) a rae da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Dek eur. Ar c’hleier d’an daou daol a gan seder en tour iliz parroz Lokireg. An holl dud ar bourk a zo renket war an hent.

1925
Référence : BILZ2 p.156

seder

1931
Référence : VALL pg assuré

Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.

1944
Référence : ATST p.28

Ar gwiskamantoù breton am lakae seder : bez' e oa c'hoazh gwazed kozh gant brageier-bras lien ha bodreoù (gamachoù) ; ur gouriz lêr a oa en-dro d'o divgroazell.

1944
Référence : EURW.1 p75

Pa darzhas skiltr galv ar gaouenn, / Ma c'halon daer ' dridas laouen, / Kerkent ha deut d'am c'hlask, un deiz, / Seder ez is gant paotred Breizh.

1960
Référence : PETO p60

Un heol splann enderv a bar war an daolenn-se, garv ha seder koulskoude.

1985
Référence : DGBD p129

Aze dirak o daoulagad edo ar burev dindan gouloù seder al lamp, un tan brav o lugerniñ hag o flamminañ en oaled, ar pod berver o c'hwitellat skañv, un diretenn digor pe ziv, paperoù renket kempenn war an daol labour, ha tostoc'h d'an tan, peadra d'ober te.

2012
Référence : DJHMH p. 73

Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell ; neuze ez ae da gousket, seder hag anaoudek.

2012
Référence : DJHMH p19

Met dirak an holl e vez asumet ar pezh a vez graet: ne c'haller ket bezañ kiriek en ur mod seder pa stourmer dre guzh.

2015
Référence : DISENT p49

Evit se e ranker chom habask, seder, komz en un doare normal pe un tamm doustadikoc'h evit kustum zoken.

2015
Référence : DISENT p107

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux