I.
Str.
Plant geotennek, kar d'ar geot, o anv spesad Secale cereale, barvek o fennoù, a c'hounezer evit o greun a reer bleud teñval a-liv ganto.
Ur parkad segal. Hadañ, dornañ segal.
&
Trl. skeud.
Bezañ kouezhet e gerc'h war e segal : bezañ dipitet.
&
Bout kerc'h e-mesk e segal : kaout traoù da guzhat, da devel warno.
II.
H.g.
Bleud diwar ar plant-se.
Bara segal.
[1954] Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
&
Segal-winizh : bleud, segal ha gwinizh ennañ hanter diouzh hanter.
Bara segal-winizh.
III.
1. Estl.
Segal ! : netra.
HS. blev.
2. PEMDEZ
Arc'hant.
HS. glaou, kregin.
Référence :
GON.II
pg ségal (seigle, sorte de blé).
Aet int da zilastezañ ar segal.
Ead iñd da zilastéza ar ségal.
1850
Référence :
GON.II
pg dilastéza (Ils sont allés arracher les mauvaises herbes parmi le seigle).
bara segal
bara ségal
1850
Référence :
GON.II
pg bara
bara segal
bara ségal
1850
Référence :
GON.II
pg bara (du pain de seigle).
Digasit kolo segal din, da lakaat em gwele.
Digasit kôlô ségal d'in, da lakaad em gwélé.
1850
Référence :
GON.II
pg kôlô (apportez-moi de la paille de seigle pour mettre dans mon lit).
Kaer a-walc'h eo ar segaloù.
Kaer awalc'h eo ar segalou.
1850
Référence :
GON.II
pg segal (les seigles sont assez beaux).
Roit un tamm bara segal din.
Rôid eunn tamm bara segal d'in.
1850
Référence :
GON.II
pg segal (donnez-moi un morceau de pain de seigle).
segaloù
segalou
1850
Référence :
GON.II
pg ségal (seigle, sorte de blé. ségalen, f., un seul grain ou un seul pied de seigle. Pl. "segalou" ou "segalennou", ou simplement "segal").
un dourtell vara segal
eunn dourtel vara ségal
1850
Référence :
GON.II
pg tourtel (une tourte de pain au seigle).
segalenn
ségalen
1850
Référence :
GON.II
pg ségal (seigle, sorte de blé. ségalen, f., un seul grain ou un seul pied de seigle).
— « Asa ! souezhet on o welet ne c'halfen, / Me pinvidik-peurfonn, merer an aotrou Doue, / Me laka an amzer da dreiñ ganen ivez, / Ne c'halfenn-me ket kaout gwinizh, kerc'h ha segal / Kement hag ar re-ze zo kozh tieien fall ?»
— « Asa ! souezet ounn o welet ne c'halfenn, / » Me pinvidik-perfoun, mereur ann Aotrou-Doue, / » Me laka ann amzer da drei gan-en ive, / » Ne c'halfenn-me ket kaout gwiniz, kerc'h ha segal / » Kement hag ar re-ze zo koz tieien fall ?
1867
Référence :
MGK
p90
Evel-se, Ariomanos, evezhiet gantañ al louzaouennoù gouez o kriskiñ e frankizennoù bro an Hañv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezho, talvoudus dre se da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.
Evel-se, Ariomanos, eveziet gantan al louzaouennou gouez o kriski e frankizennou bro an Hanv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezo, talvoudus dre ze da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.
1923
Référence :
SKET
p.53
Ar gobiri, d’ar c’houlz-se, a garge, a gase, a zigase eus an eil porzh d’egile marc’hadourezh a bep doare, a bep ment : gwinizh, heiz, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerezh, gwin, hag a bep sort traoù all.
Ar gobiri, d’ar c’houlz-ze, a garge, a gase, a zigase eus an eil porz d’egile marc’hadourez a bep doare, a bep ment : gwiniz, hei, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerez, gwin, hag a bep sort traou all.
1925
Référence :
BILZ2
p.168
segal-gwinizh
segal-gwiniz
1931
Référence :
VALL
pg blé (méteil)
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù vara [sic, bara] duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad konfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv awalc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !