Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Danvez neudheñvel a vez steuñvet gant amprevaned zo, ar preñv-seiz dh., hag a vez implijet da zanvez gwiadel. 2. Gwiad a vez graet gant an danvez-se end-eeun. Ur marc'hadour seiz. Neud seiz. Dilhad seiz. Hent ar seiz. [1954] [...] ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war-vete nebeut hag ul las botez. [1954] War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned [...]. & (impl. da anv unan) Pep seurt seizoù. 3. Trl. kv. Flour evel ar seiz : flour-kenañ. 4. Trl. Paper seiz : paper tanav-kenañ. [1954] [...] brodañ, ober dantelezh a bep seurt, aozañ gant paper seiz, gant koar, gant danvez, gant kregin munut ha zoken gant gloan bleunioù kaeroc'h eget ar re a gutuilher el liorzhoù.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

preñv ar seiz

1499
Référence : LVBCA p23, 169, 180 (le ver qui fait la soye)

seiz

1659
Référence : LDJM.1 pg soie

seiz

1659
Référence : LDJM.1 pg seiz

stoub seiz

1732
Référence : GReg pg fleuret (Fleuret, sorte de soye.)

gwiskamant seiz

1732
Référence : GReg pg habit (Habit de soye.)

gorre ar seiz

1732
Référence : GReg pg fleuret (Fleuret, sorte de soye.)

goloadur ar seiz

1732
Référence : GReg pg fleuret (Fleuret, sorte de soye.)

abid seiz

1732
Référence : GReg pg habit (Habit de soye.)

loeroù seiz

1732
Référence : GReg pg bas (de soye)

ur mab fin evel ar seiz

1732
Référence : GReg pg (un esprit) delié

dous evel ar seiz

1732
Référence : GReg pg (très) doux (au toucher)

seiz kriz

1732
Référence : GReg pg écru (écruë, ou cru, & cruë, soyes & toiles qui n'ont jamais été moüillées)

neud seyz

1732
Référence : GReg pg fil (Fil de soye)

seiz

1850
Référence : GON.II pg sei (voyez "seiz", deuxième article), pg seiz (soie, fil qui est produit par une espèce de chenille appelée ver à soie [...] hors de Léon, "sei").

seiz

1850
Référence : GON.II pg sei, pg seiz (soie, fil qui est produit par une espèce de chenille appelée ver à soie).

Gant seiz e oa gwisket.

1850
Référence : GON.II pg seiz (elle était vêtue de soie).

degasit-c'hwi ganeoc'h ma abit seiz gaerañ 'vit ma vin mistr ha moan da vonet dirazañ

1874
Référence : GBI.II p8

me 'breno dezhi un abid seiz gwenn, hi a eurejo bremañ-souden

1874
Référence : GBI.II p100

Ur palefarzh mezher eus an abid nevez am eus graet, bremañ eus un nebeud amzer, da vab Batist an Danteg da vont da bardon Gwengamp ; ur voalennad rubanoù seiz diwar dilhad eured merc’h an Aoutroù de Treveret, hag un daouzek pe drizek tamm all diwar-goust n’ouzon dare piv.

1877
Référence : EKG.I. p.132

An izili all a zoug un togig liv ar sae, gant un daledenn voulouz du, brodet warni an arouez krouer (seiz liv aour), ha div vleu[ñv]enn tro-heol (seiz liv arc'hant)

1909
Référence : REZI p. 6

War e benn e dok garlantezet, en e dreid boutoù boukloù arc’hant, gwisket gantañ e borpant voulouz ruz hag e vragoù seiz melanijet.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

— Sell, eme homañ, eus ["ouzh"] he lostenn seiz, sell eus ["ouzh"] he goueledenn arc’hantet !

1925
Référence : BILZ2 p.157

Janedig stad enni : mont d’ar maner, kaozeal gant an itron, c’hoarzhin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezher talvoudus, seiz, satin !…

1925
Référence : BILZ2 p.152

Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.

1949
Référence : SIZH p.50

Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.

1949
Référence : SIZH p.38

Ha nag a draoù he devoa desket : goût 'ouie gwriat kerkoulz hag ur gemenerez a-vicher, brodañ, ober dantelezh a bep seurt, aozañ gant paper seiz, gant koar, gant danvez, gant kregin munut ha zoken gant gloan bleunioù kaeroc'h eget ar re a gutuilher el liorzhoù.

1954
Référence : VAZA p.15

Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.

1954
Référence : VAZA p.27

Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall (1) ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete [war-vete] nebeut hag ul las botez.

1954
Référence : VAZA p.30

E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.

1954
Référence : VAZA p.31

War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?

1954
Référence : VAZA p.31-32

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux