Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Na vezañ ket seizhdaleetoc'h evit, oc'h ober udb. : na vezañ ket daleet da vat abalamour d'an ober-mañ. Ne vin ket seizhdaleetoc'h evit chom amañ ur pennad. & Na vezañ ket seizhdaleet(oc'h) evit, oc'h ober udb. : na vezañ ket pell amzer a-raok e ober ha, dre ast., e ober hep chom en entremar, hep bezañ gwall chalet ouzh e ober. N'emañ ket seizhdaleetoc'h evit evañ betek ar berad diwezhañ en doa tennet. N'on ket bet seizhdaleetoc'h evit liammañ e zaouarn dezhañ. Ne vo ket seizhdaleetoc'h o tont deoc'h. [1954] Evit va c’heloù, ne vezen ket seizhdaleetoc’h o kavout pleg da ziduiñ va amzer en ur c’horn sioul bennak [...]. & Na vezañ ket seizhdaleetoc'h gant udb. : na vezañ ket pell ouzh e ober. Gortoz, ne vin ket seizhdaleetoc'h gant ma zro. & Na vezañ ket seizhdaleetoc'h a se : na vezañ ket daleet da vat evit kelo-se ha, dre skeud., na vezañ ket gwall chalet evit kelo-se.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

seizhdaleet

1931
Référence : VALL Rakskrid p.XXXVII

Evit va c’heloù, ne vezen ket seizhdaleetoc’h o kavout pleg da ziduiñ va amzer en ur c’horn sioul bennak, da skouer, war an Ernest Renan e burev ar fourerien, dre ma’z oa ar c’hentañ-mestr ur c’henvroad eus Tredarzeg, hag eno e stagen da skrivañ – dija ! – va eñvorennoù beaj, (1) ha da lenn levrioù spagnolek pe saoznek (2).

1954
Référence : VAZA p.126

Hag hemañ ne voe ket seizhdaletoc'h evit ober ur pezh-lamm warni daoust ma oa ken bras hag eñ.

1985
Référence : DGBD p.195

Ne oa ket bet seizhdaleetoc'h evit diogeliñ din, war an hevelep tro ne oa ket a-du e-unan gant kement-se tamm ebet.

2018
Référence : PZORN pp.334-335

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux