Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. A. GWECHALL. 1. (E Breizh) [1499] Ofiser justis, provost. 2. [1732] Seurt archer. Emañ ar serjanted war e lerc'h. 3. [1850] Pratik. B. HIZIV. [1985] Rez kentañ evit an isofiserien en arme. Foulet e oa ar serjanted. II. LOUZAWOUR., dre skeud. 1. [1732] Frouezh ar seregenn-vras a chom peg ouzh an dilhad. 2. [1909] Seregenn-vras.

Exemples historiques : 
28
Masquer la liste des exemples

serjant

1499
Référence : LVBCA p182 (idem)

serjant

1659
Référence : LDJM.1 pg sergent

serjanted

1659
Référence : LDJM.1 pg sergent

emañ ar serjanted war e lerc'h

1732
Référence : GReg pg après

serjanded

1732
Référence : GReg pg alguazil, esclave (captif. äls, signifoient des prisonniers de guerre)

serjant

1732
Référence : GReg pg alguazil

serjant a Iliz

1732
Référence : GReg pg bedaut (ou, bedeau, porte-masse, ou porte-verges), chasse (coquin, bedeau d'église)

serjanted a Iliz

1732
Référence : GReg pg bedaut (ou, bedeau, porte-masse, ou porte-verges)

ar serjanted o deus kaset ganto e veubl

1732
Référence : GReg pg (les Sergens ont) enlevez (ses meubles)

serjanted

1732
Référence : GReg pg (fruits de) bardane

ar serjant embanner

1732
Référence : GReg pg (le Sergent crieur qui vend à l') encan

serjanted

1732
Référence : GReg pg grateron (Le fruit du grateron.)

Hapet eo bet gant ar serjanted.

1732
Référence : GReg pg happer (Les Sergens l'ont happé.)

Paket eo bet gant ar serjanted.

1732
Référence : GReg pg happer (Les Sergens l'ont happé.)

Tapet eo bet gant ar serjanted.

1732
Référence : GReg pg happer (Les Sergens l'ont happé.)

serjant

1850
Référence : GON.II.HV pg serjañt

serjanted

1850
Référence : GON.II.HV pg serjañt

Edon o vont da bifigañ, n’oan ket evit harpañ ken, rak n’oan ket evit kaout va alan pa glevis, ur serjant a gredan e oa, o krial e genoù ar skalier : — Ac’hanta, hag unan bennak hoc’h eus kavet dre aze ?

1878
Référence : EKG.II p.131

serjanted

1909
Référence : BROU p. 211 (bardane), p. 420

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Ar serjant ged a selle pizh ouzh kement soudard, hag a rae dezhañ mont war e giz ma ne gave ket anezhañ neuziet mat.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Hor serjanted a oa dibabet e-touez ar re wellañ notennet. Ar gaporaled ivez.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Serjanted ha gedourien a ziwalle ouzh an danvezioù-soudarded da vont e kêr.

1944
Référence : EURW.1 p.191

Ar C'habiten hag ar serjant a zeu tre, en ur zougen o dorn dehoù d'o zog.

1960
Référence : PETO p35

Bremañ, serjant, prim ul lêrenn / Pe ur gordenn evit eren / E zaouarn dezhañ 'dreñv e gein.

1960
Référence : PETO p39

Ur pennad goude, ur "c'haporal-chef" hag ur serjant.

1985
Référence : DGBD p163

[...] memes tra e oan serjant ! Ne oa ket ken lufrus... ne oa ket ken lufrus... Erfin serjant en aerlu memes tra !

2007
Référence : KASTE p. 156

Note d'étude

Gouez da Dom Malgorn, en e c'heriadur Eusa [BROU], e talvez an anv "serjanted" da envel ar seregenn-vras. Gregor a Rostrenenn avat a ziforc'h mat anv ar blantenn, "seregenn-vras" pe "stagerez", diouzh hini ar frouezh : "karantez", "serjanted" pe "speg", a chom peg ouzh an dilhad.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux