Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Ober a sevener a-youl-gaer evit mad ub. Rentañ ur servij bras d'ub. 2. Lid relijiel, oferenn. Lakaat ur servij gant ub. marv : lakaat un oferenn gantañ. & Servij deiz-ha-bloaz : oferenn lidet bloaz goude marv ub. & (en e furm lies goude ar gm. a.) Ur servijoù a voe lakaet gant e ene. 3. Gwazadur. Ar servijoù kevredik. II. H.g. 1. Obererezh ober udb. a-youl-gaer evit mad ub. Rentan servij d'ub. 2. Stad ub. a labour gant ub., gant un aozadur bnk., zo e gourc'hemenn ub. Emañ e servij an ti-kêr. Bezañ e servij ub. : bezañ prest d'ober evitañ. & Servij-soudard : amzer a ranker tremen, e Stadoù zo, en arme. & Ent krenn Servij : amzer-soudard. Mont er servij. Savet eo bet evit ar servij : galvet eo bet da obere amzer-soudard. HS. koñje.

Exemples historiques : 
37
Masquer la liste des exemples

servij

1499
Référence : LVBCA p182 (seruice)

M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zegas-eñ deomp-ni ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na veritañ an ifern, hogen hon yenaat a ra en karantez hag en servij Doue ha meritoù eus ar poanioù temporel hag hor c'hondu da bec'hed marvel.

1622
Référence : Do. p36

servijoù

1659
Référence : LDJM.1 pg funerailles

servij

1659
Référence : LDJM.1 pg mets, obit, seruice

kuitaat servij ar Roue hep koñje dre skrid

1732
Référence : GReg pg deserter (parlant des soldats)

servij deiz-ha-bloaz evit un den marv

1732
Référence : GReg pg anniversaire

Pegement-bennak, petra-bennak, ma az peus e diservijet, ez rento na mui na maez servij deoc'h

1732
Référence : GReg pg combien (que vous l'aïez desobligé, il ne laissera pas de vous servir)

en ho servij

1732
Référence : GReg pg je me porte bien, à votre service

ober e servij

1732
Référence : GReg pg communier (donner, ou recevoir la sainte Eucharistie)

en gouestlañ da servij ur re

1732
Référence : GReg pg (se) devouer (à quelqu'un)

servij

1850
Référence : GON.II.HV pg servich

re ziwezhat e viot er servij

1850
Référence : GON.II.HV pg servich

n'eo ket diaes ar servij en ti-se

1850
Référence : GON.II.HV pg servich

Ra skuilho Doue e c’hrasoù war an tiad tud vat-mañ ha war gement a raint ! Doue r’ho pinnigo, Job Karo, c’hwi, ho kwreg Klaodina an Hir, ho pugale hag an daou zen onest a zo en ho servij !

1877
Référence : EKG.I. p.52

Flatet eo bet ar paotr : tud a galon vat a vez atav kavet da rentañ servij d’o nesañ, ha Gargam en deus klevet an doare.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

An deiz war-lerc’h, goude oferenn ar servij bras, ar paotr ac’h eas da gimiadiñ diouzh e gabiten ; hag eno, war e bez, en e galon, graet gantañ al le da heuilh penn-da-benn youl madelezhus e gabiten.

1925
Référence : BILZ2 p.175

- Ma, warc'hoazh vintin, da nav eur, e rankot bezañ degouezhet e soudarddi Fautras e Brest, hag ar mezeg a welo hag e stad vat emaoc'h evit mont da Vadagaskar, da genderc'hel ho servij.

1929
Référence : SVBV p7

servij deiz-ha-bloaz

1931
Référence : VALL pg (service de) bout (de l'an)

Me ha ma seurt a rae lod eus ar re « diskarget », da lavarout eo an danvezioù-soudarded ur bloaz servij.

1944
Référence : EURW.1 p.191

« Bezit dinec’h ! Lom, me a lakaio ar voereb kozh d’ober warc’hoazh he zestamant evidomp, evit ar servij rentet dezhi ganeomp. »

1944
Référence : ATST p.93

Neuze e veze dibabet da varc'hegerien ar baotred yaouank ar gwellañ korfet ; nemet hag unan e vije paeet da vont da soudard e plas an danvez-soudard, hemañ en doa seizh vloaz servij da ober.

1944
Référence : EURW.1 p10

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Référence : EURW.1 p12

Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p37

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni.

1949
Référence : SIZH p.62

- Breur Celestino, ur servij am eus da c'houlenn diganeoc'h !

1949
Référence : SIZH p.63

Ma oa eno dre e youl gaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.

1949
Référence : SIZH p.46-47

- « Amiguito », ha n'hoc'h eus ket lavaret din ne vezoc'h gant ho servij en iliz nemet e-pad ur sizhunvezh ? - Eo, « señorita »!

1949
Référence : SIZH p.58

Nep prof ne gouezh er plad en iliz dilezet / Servichoù ne vez ken, nag annueloù bras.

1960
Référence : PETO p32

abadennoù a bep seurt e kêr : kan, sketchoù, filmoù, chekennoù brezhonek er stalioù pe war ar marc'had, dileuridi er servijoù publik, en M.J.C, en ospital, er skolioù.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.4

Un droiad da welout an Ensavadur Geologiezh nevez ha ne oa ket c'hoazh e servij d'ar mare ma kuitais ar vro, ur gwel ivez d'an nebeud mignoned a anavezen er gêr-se.

1985
Référence : DGBD p202

Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.

1985
Référence : DGBD p45

Hervez plac'h ar servijoù sokial e oa ar brezhoneg a oa kaoz da drubuilhoù Katell.

2013
Référence : YUDAL p76

Goulenn a reont ma vo lamet al lezenn Z hag a ro nerzh da brevesadur dre guzh ar servijoù publik.

2015
Référence : DISENT p128

P'emaomp ganti, diwallit bras diouzh implijidi ar polis politikel, ar servijoù kuzh evel an Titouroù Hollek (RG-ed deuet da vezañ DCRI).

2015
Référence : DISENT p144

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Référence : DISENT p58-59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux