Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Leanez. Mont da seurez. & Ti ar seurezed, skol ar seurezed : skol dalc'het gant seurezed. He merc'h zo skoliet e ti ar seurezed. & Seurez lik : zo al labourioù dorn he lodenn en ur gouent. HS. c'hoar. 2. PEMDEZ Daouarn seurez : gwenn, tener. & Kafe seurez : n'eo ket kafe kreñv. & (db. ar c'hoari bouloù) Taol seurez : zo re verr.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Mes ne ouzon ket perak e choman keid-all da gomz ouzh tud hag o deus kollet o fenn ; hag ho ti, ha ne vez ket ivez noz-deiz leun a veleien hag a seurezed ne fell ket dezho soublañ d’ar Republik ?

1878
Référence : EKG.II p.67

E-pad m’edont, evel paotred ar sabad, o tañsal, o youc’hal hag o pec’hiñ, evel pa vije kollet o fenn ganto, en-dro da dammoù ar groaz [v]ruzunet, ec’h en em gavas a du Bretouarne ar re a yoa aet da Gervern, ha, ganto, en o zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant ur gordenn he daouarn a-dreñv he c’hein.

1878
Référence : EKG.II p.78

« Frerien » ha « seurezed » a oa helibini-heligentañ etrezo da skarzhañ ar brezhoneg er-maez o skolioù.

1944
Référence : EURW.1 p.105

Renerien ar vreuriezh-mañ o doa divizet sevel ur « Comité de préservation du breton », hag a blede da lakaat ar breudeur hag ar seurezed da reiñ kentelioù ur wech an amzer d'o bugale e brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p56

Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».

1944
Référence : EURW.1 p26

Em c'hichen e oa ur vorianez yaouank bet skoliet e ti seurezed Libreville.

1985
Référence : DGBD p170

Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù

2012
Référence : ADULT p. 212

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux