1. Genn engravet evit merkañ un teul gant arouez ur vro, un ensavadur, a-benn diskouez ez eo diles, pe difennet sellet outañ.
Lakaat ar siell. Siell vras ar roue.
&
Dre ast.
Al louc'h a chom war-lerc'h lakadur ar c'henn-se er c'hoar, er plom.
2. Lienenn a stager an daou benn anezhi a-c'haol war un nor hag he stern evit gwiriañ n'eo ket bet digoret.
Lakaat ar siell war an nor.
3. ROUEZ
Micher ar sieller.
Kalz a zeue dezhañ diouzh gounidoù ar siell e lez Treger.
4. Dre skeud.
Tra heverk a ro da anavezout udb. evit sur.
Ar siell eus an emglev. Ar gwad-mañ eo ar siell eus ar vignoniezh en deus graet ganeoc'h.
5. Tra, darvoud a laka udb. da baouez da vat.
An Ankoù didruez en doa taolet e siell war ar c'hloareg : marvet e oa.
&
Dre fent, PEMDEZ
Lakaat ar siell war ar c'hoariell : divizout paouez a gaout bugale.
Référence :
GReg
pg drap (de sceau, ou drap d'usseau)
mezher siell
mezer syell
1732
Référence :
GReg
pg drap (de sceau, ou drap d'usseau)
siell
syell
1732
Référence :
GReg
pg cachet (séel, sceau)
sielloù
syellou
1732
Référence :
GReg
pg cachet (séel, sceau)
lizher siell a-berzh ar roue
lizer-syell a-berz ar Roüe
1732
Référence :
GReg
pg (lettre de) cachet (lettre cachetée du Roi, & signée d'un Secretaire d'Etat)
lizheroù siell a-berzh ar roue
lizerou-syell a-berz ar Roüe
1732
Référence :
GReg
pg (lettre de) cachet (lettre cachetée du Roi, & signée d'un Secretaire d'Etat)
siell gwin
syell guin
1732
Référence :
GReg
pg contrescel
siell
siel
1850
Référence :
GON.II.HV
pg siel
sielloù
siellou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg siel
likit ar siell warnezhañ
likiid ar ziel war-n-ézhañ
1850
Référence :
GON.II.HV
pg siel
En tu-hont da se e vezo siellet pep levr gant siell ar Gorsedd evit diwall ouzh an trubarderezh hag ouzh al laeroñsi.
En tu-hont da ze e vezo siellet pep levr gant siel ar Gorsedd evit diwall ouz an trubarderez hag ouz al laeronsi.
1909
Référence :
REZI
p.20
Ur pok bep a mare a zeue da lakaat ar siell war ur garantez c'hlan o tiwanañ, evel ur vleunienn nevez-amzer, hag a dlee goeñviñ gant ar c'hentañ disparti.
Eur pok bep a mare a zeue da lakaat ar siell war eur garantez c'hlan o tiwana, evel eur vleunienn nevez-amzer, hag a dlee goeñvi gant ar c'henta disparti.
1944
Référence :
EURW.1
p44
Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...