Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo bet tremenet dre ur sil. Yod silet. [1878] A-benn ur pennadig e teuas da gaout an aoled gant daou bezhiad kig, hag a voe lakaet unan e pod ar yod silet, gant ur pilerad amann, egile e pod ar soubenn gant kig-moc’h ha patatez. 2. Zo tremenet en ur faout, ur gwask, un digor strizh. [1955] Garv-daonet e oa an amzer hag en hor c’hoazez e oamp e-tal an oaled oc’h evañ kafe en-dro d’un tantad lann ha mouded a boazhe hon divrec’h hag hon divhar e-keit ma veze sklaset hor c’hein gant an avel silet a-vouchadoù dre doull ar c’hrignol.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

yod brignen silet

1732
Référence : GReg pg coulis (de gruau)

yod silet

1732
Référence : GReg pg avoine (boüillie d'aveine), (de la boüillie d'avoine) coulée (boüillie passée)

yod silet

1732
Référence : GReg pg avoine

laezh silet

1732
Référence : GReg pg (du lait) coulé (ou passé)

laezh silet

1732
Référence : GReg pg (du lait) coulé (ou passé)

youd silet

1732
Référence : GReg pg (de la boüillie d'avoine) coulée (boüillie passée)

Edod gant lein pa erruas : an ozhac’h, e zaou vevel, he c’hwreg hag e vugale, c’hoazh yaouank, a yoa ouc’h an daol, en-dro da ur podad yod silet.

1877
Référence : EKG.I. p.44

A-benn ur pennadig e teuas da gaout an aoled gant daou bezhiad kig, hag a voe lakaet unan e pod ar yod silet, gant ur pilerad amann, egile e pod ar soubenn gant kig-moc’h ha patatez.

1878
Référence : EKG.II p.283

yod silet

1909
Référence : BROU p. 420

yod silet

1931
Référence : VALL pg (bouillie d')avoine, bouillie

'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...

1949
Référence : SIZH p.62

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud. 'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...

1949
Référence : SIZH p.62

Garv[-]daonet e oa an amzer hag en hor c’hoazez e oamp e-tal an oaled oc’h evañ kafe en-dro d’un tantad lann ha mouded a boazhe hon divrec’h hag hon divhar e-keit ma veze sklaset hor c’hein gant an avel silet a-vouchadoù dre doull ar c’hrignol.

1955
Référence : VBRU p.5

L'Office public de la langue bretonne