1. (db. ar savadurioù)
Diri.
Skalier bras ar c'hastell. Ur skalier vaen.
&
Genoù ar skalier : an digor anezhañ.
&
(en e furm lies)
Kouezhet eo er skalieroù. Skalieroù strizh ha sonn. Da belec'h e kas ar skalieroù-mañ ?
&
Trl.
Dont peder-ha-peder ar skalieroù gant ub. : pignat pe ziskenn ganto peder fazenn ha peder fazenn.
2. DISPRED.
Doare skeul brenn hezoug a dalveze da dremen dreist ur c'hleuz evit mont en ur park.
&
Skalier a-varv : skalier diloc'h graet gant mein.
3. Kaead gwezigoù gweet kenetrezo (spern-gwenn prl.).
Référence :
GReg
pg échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées)
skalier
scalyer
1732
Référence :
GReg
pg échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées)
gwall strizh eo ar skalier-mañ
gwall striz eo ar skalier-mañ
1850
Référence :
GON.II.HV
pg skalier
skalier
1850
Référence :
GON.II.HV
pg skalier
skalieroù
skalierou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg skalier
Eno e oa un nor, hag, e-tal an nor-se, e oa ur skalier evit diskenn d’ar jardin....
Eno oa eun nor, hag, e tal an nor-ze, oa eur skalier evit diskenn d’ar jardin....
1877
Référence :
EKG.I.
p.14
En dro-mañ n’oa ket diaes dezhañ ; edo harp ouc’h ur skalier goad, graet gant tud Kerbridoù, evit kas ha kerc’hat ar foenn a lakaent, evit o chatal, er c’halatrez a oa a-zioc’h ar c’hraou-saout hag ar marchosi.
Enn dro-man n’oa ket diez d’ezhan ; edo harp ouc’h eur skalier goat, great gant tud Kerbridou, evit kas ha kerc’hat ar foenn a lakeant, evit ho chatal, er c’halatrez a ioa azioc’h ar c’hraou-zaoud hag ar marchosi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.135
Karet en dije bet bezañ en e wele, kousket mat, e-lec’h bezañ azezet war bazenn skalieroù Sant-Eflamm, ha mall n’en devoa ket da vont gant an hent a dro en-dro da Roc’h-al-Laz.
Karet an nije bet bea en e wele, kousket mat, e-lec’h bea azeet war bazenn skalierou Sant-Efflam, ha mall n’an nevoa ket da vont gant an hent a dro en-dro da Roc’h-al-Laz.
1925
Référence :
BILZ2
p.125
A-gleiz, pa zigouezhed dirak ar skalier maen a enor, e oa ar c'homzva (parlouer).
A gleiz, pa zigouezed dirak ar skalier maen a enor, e oa ar c'homzva (parlouer).
1944
Référence :
EURW.1
p48
Soñjal a ran n'eo ket dav respont dezhi ha kregiñ a ran da ziskenn gant ar skalieroù gant Koula.