Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.
Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
Gwazh a se avat d'an neb a vez tapet e-kreiz ur seurt tachennad gwez brein pa zeu trumm ur barr-avel : emichañs e vo mall warnañ sachañ e skasoù ac'hano, gant aon na gouezhfe ur skourr tev war e benn, pe zoken ur c'hef en e bezh.
N'eo ket gwall faro tec'hout er mod-se. A-raok sachañ hor skasoù e vefe sporteloc'h diluziañ ar c'hevrin.
Ha gwashañ pezh 'zo, muntr ur mezeg meur, pezh a dalvez e vo klinikennoù, skiantourion, kazetennerion, dibaouez war hon skasoù - tre ar pezh a zo ezhomm, da vont didro ganti, evit chom gant e fri war ar gloued.
Mots précédents
Mots suivants
skasad