Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1499, 1659, 1732] Benveg a dalvez da dresañ kornioù 90°. Ur skouer hag ur reolenn a oa gant ar c'halvez. 2. [1931] Dre skeud. Den da vezañ drevezet en abeg d'e berzhioù mat. Kemer da vreur da skouer. [1878] Kenteliet gant e c’hoar Anna, ha, dreist-holl, gant an Aotrou Gall, e berson, e teuas da vezañ skouer ar vro. & Difetis Ober, doare bezañ a seller outañ evel dellezek da vezañ drevezet. Reiñ ar skouer vat. Diskouez ar skouer fall d'ar re all. & Ober diouzh skouer ub. : ober evel m'en deus diskouezet. & Kemer skouer diouzh, diwar ub. : ober, en em zelc'her evel ma ra. DHS. kentel, patrom. 3. [1943, 1985, 2013] Dre skeud. Degouezh pe tra a veneger evit kadarnaat ul lavarenn hollek. Pa reer anv eus evned-preizh, ez eo ar falc'hun ur skouer anezho. & Mont dre skouer : displegañ udb. war-bouez skouerioù. & Ent strizh Arroud pe zegouezh a veneger da spisaat un displegadenn. Klask skouerioù eus implij ar ger-mañ-ger. & Tr. adv. DA SKOUER : troienn a reer ganti da zegas arroudoù a dalvez da skeudenniñ, da spisaat un displegadenn. Setu a c'hoarvez, da skouer, d'ar vleinerien na daolont ket evezh. 4. RANNYEZH. Arouez a gemenn udb., fall peurliesañ, da zont ; tasmant. [1924] — Amañ, amañ en-dro d’an ti-nezañ, daoust hag-eñ ne vez ket alies gwelet a skouerioù. DHS. seblantoù, sinadoù, teuz (ak. g.).

Exemples historiques : 
63
Masquer la liste des exemples

skouer

1499
Référence : LVBCA p185 ('équerre')

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Référence : M. p36

skouer

1659
Référence : LDJM.1 pg equerre, exemple, niueau, regle

skouer

1659
Référence : LDJM.1 pg squezr

kemeret ur re evit skouer

1732
Référence : GReg pg former (Se former sur quelqu'un.)

skouerioù mat

1732
Référence : GReg pg édification (bon exemple)

neb a ro skouer vat, egzamp vat

1732
Référence : GReg pg édifiant (ante)

skouer vat

1732
Référence : GReg pg édification (bon exemple)

diouzh ar skouer eus ar re all

1732
Référence : GReg pg (a l') exemple (des autres)

kemeret patrom, egzampl, skouer, kentel, skol, diouzh ur re

1732
Référence : GReg pg (prendre) exemple (de, regler sa conduite sur celle de quelqu'un)

servijout da skouer, da batrom d'ar re all

1732
Référence : GReg pg (servir d') exemple (aux autres)

skouerioù

1732
Référence : GReg pg exemple (action vertueuse, ou vicieuse, qui est proposée à imiter, ou à éviter)

skouerioù, skoueroù

1732
Référence : GReg pg équerre (instrument)

skouer

1732
Référence : GReg pg équerre (instrument), exemple (action vertueuse, ou vicieuse, qui est proposée à imiter, ou à éviter)

roit ar skouer din

1850
Référence : GON.II pg skouér

ret eo heuliañ ar skouer-mañ

1850
Référence : GON.II pg skouér

kemerit skouer dioutañ

1850
Référence : GON.II pg skouér

drouk skouer a roit dezho

1850
Référence : GON.II pg skouér

Ra lakay an Aotrou ar c'hwreg-mañ pehini ez a en da di, heñvel ouzh Rachel ha Lia, pere o deus savet ti Israel, evit ma vezo ur skouer a furnez en Efrata, ha ma e devezo un hanv kaer e Betlehem.

1850
Référence : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

skouer

1850
Référence : GON.II.HV pg primpatroun

skouer

1850
Référence : GON.II pg skoér

skouer

1850
Référence : GON.II pg skoér, skouér

skouerioù

1850
Référence : GON.II pg skouér

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Référence : MGK p26

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-jpnt e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bete e bar ha ne gavo e neblec'h

1867
Référence : MGK Rakskrid pXI

ober gwell a reas an aotrou Troude; da eil en e labourioù e kemeras an aotrou Milin, ha troet o deus war eun dro e brezhoneg al levr kaer latin de Imitatione Christi, a reer bremañ anezhañ en hor yezh-ni, Jezuz-Krist skouer ar gristenien.

1867
Référence : MGK Rakskrid pX

Skouerioù hon tadoù-kozh, tud vat ha kalonek, enno a zo skrivet e gwerzioù brezhonek; e gwerzioù a laka pep telenn da ganañ, pep kalon da lammat hag an eñv da dridañ.

1867
Référence : MGK p4

« Kemer skouer, mar kerez, diwar-goust va c'helenn ; / Furoc'h 'vit al loened, furoc'h ned eo an den ! »

1867
Référence : MGK p96

Pennoù-bras kêr, evel m’am eus her lavaret deoc’h, ar re a dlee reiñ skouer vat d’ar bobl ha miret na vije saotret o c’hêr gant traoù ker sot, a gouezhas da gentañ d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.

1877
Référence : EKG.I. p.182

Kenteliet gant e c’hoar Anna, ha, dreist-holl, gant an Aotrou Gall, e berson, e teuas da vezañ skouer ar vro.

1878
Référence : EKG.II p.173

An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

(2) Anv-meuriad dindan dorn Le Tarzec ha savet gantañ, moarvat, diouzh skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien » Teutobodios […]

1923
Référence : SKET p.21

Da evañ, o doa dour yen ha sklaer ar froudoù, rak ar mez (medu) hag ar bier (kurmi) n’oa ket anezho c’hoazh. Medus, douaren Manos, eo a veskas, ar c’hentañ war an douar diouzh skouer an doueed, an dour hag ar mel, d’ober ganto an evadur a zoug e anv.

1923
Référence : SKET p.49

O sevel a reas, evel m’hel lavar e-unan, diouzh skouer Danevelloù Herodotos, mab Luxès, hag ec’h anvas anezho er yezh keltiek Skelta Segobrani.

1923
Référence : SKET p.9

— Amañ, amañ en-dro d’an ti-nezañ, daoust hag-eñ ne vez ket alies gwelet a skouerioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

— Ar vadeziant, goude ar c’huzh-heol, evelato, Marc’harid, c’hwi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzon ket, evelato… Marv hep anzav he fec’hed, marv hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

diouzh skouer

1931
Référence : VALL pg (d')après (selon)

skouer

1931
Référence : VALL Rakskrid pXXI

kemer skouer diwar u.b.

1931
Référence : VALL Rakskrid pXXVI

Ret eo lavarout n'eo ket bet ar ouizieion dallet re alies gant ar strizh-reizhusted; rouez a-walc'h eo, e skiantoù an Natur, lealded-spered ur Shepard hag ur Johnson da skouer, evit ma vo meneget.

1943
Référence : TNKN p63

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Référence : EURW.1 p15

Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.

1944
Référence : EURW.1 p43

Setu 'ta ma zud-me da gemerout skouer an tri rumm all, evel-se e vije bet pevar faotr bihan asambles, berroc'h o dije kavet an amzer.

1944
Référence : EURW.1 p29

Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.

1944
Référence : EURW.1 p43

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Référence : EURW.1 p52-53

Ar skouer gaer-se ne zaleas ket da vezañ heuliet gant kolaj Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p59

-"Ya", emezon-me, "ar vadeziant a zo bet roet da Jezuz-Krist e-unan gant Sant Yann Vadezour, evit bezañ dimp ur skouer da viken".

1944
Référence : EURW.1 p.126

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Référence : SIZH p.53

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Référence : SIZH p.49

Gogeet e veze, da skouer, peogwir e oa barzh.

1949
Référence : SIZH p.41

Hogen, skouer vat war [ar Breudeuriezh] ne ro ket [ho Nasion] alies / Rak, hep mar, kement den na vez dezhi tuet / A gav prim ar marv pe a vez harluet.

1960
Référence : PETO p49

Ra vo skouer Ho sant merzeriet / Ur c'houlaouenn lintrus he sked / D'am c'halon sec'h ha dizeriet / Da ziarbenn lasoù ar bed !

1960
Référence : PETO p53

An neb a vez c'hoant gantañ ober hent buan a vez ret dezhañ diskenn ur wech an amzer da reiñ tu d'e dipoyerien da zic'hwezañ ; ober da skouer ul lev war dipoy, un hanter lev war droad, hag all.

1985
Référence : DGBD p35

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Adarre ez eur lusket da soñjal e oa bet diazezet ar boaz-se gant chantele Sant-Kaourintin, ar skouer goshañ anezho.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Ur skouer vrav eo, evel nouspet all, eus ampartiz savourien ar Grennamzer da gavout ur c'hempouez etre o c'hoant d'an nevezenti hag an dever a oa lakaet dezho gant urzhierien o labour da dremen hep terriñ unvander an iliz war sevel.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

E Breizh, a-raok an XIIIvet kantved, e oa bet an taolioù arnod gotek kentañ diouzh doare arz gotek Bro-Anjou dreist-holl, gwall zisheñvel e spered diouzh goteg Pariz (nev iliz-veur Sant-Maloù da skouer).

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

2015
Référence : DISENT p65

Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.

2015
Référence : DISENT p91

[...] ar frejoù evit goprañ ur breutaer da skouer -2000 euro evit ur prosez boas a zo dereat- hag an telloù-kastiz.

2015
Référence : DISENT p86

Dre ma oant ul lodenn deus strategiezh al luskad evit ar gwirioù sivil e oant deuet da vezañ ur skouer er bloavezhioù 1950.

2015
Référence : DISENT p15

Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.

2015
Référence : DISENT p78

Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer.

2015
Référence : DISENT p55

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux