I.
(db. an dud)
1. Pizh war an arc'hant.
Tud cheuc'h evito o-unan ha skragn evit ar gumun. N'eo ket bet skragn war an dispign. Pebezh skragn a zen !
&
Trl. kv.
Skragn evel ar bleiz : skragn-kenañ.
DHS. pervezh, sellus, tost.
HS. engravet, krin, mac'hom, prim, sinac'h, tagnous.
2. Techet da c'hrozmolat.
Un den skragn.
II.
(db. an traoù)
N'eo ket trawalc'h, n'eus ket kement ha ma vefe dleet kaout.
Ar bouezadenn zo skragn. An dorzh-mañ zo skragn en he fouez.
HS. divastus, berr, skars, skort.