Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.k. A. V.k.e. 1. Stouiñ. Kemeret en deus ar boan da soublañ e gein evit sellet. & Ent strizh Stouiñ, plegañ (ul lodenn eus ar c'horf) a-benn diskouez doujañs prl. E saludiñ a reas en ur soublañ he fenn. Ar priñs a zeu laouen da soublañ e c'hlin dirak e baeron. [1878] Soublit ho penn, ha sentit ouzhin. [1925] — Gant daou e vo trawalc’h ? a c’houlennas an aotrou. An itron a soublas he fenn : — Ya, ya. 2. Lakaat (udb.) da vezañ souploc'h. Soublañ an houarn. B. V.k.d. Soublañ da udb. : asantiñ d'an dra-se daoust d'ar c'hoant da enebiñ outañ. Ret eo soublañ da gement-se hep taeriñ. Ret eo dimp soublañ d'e volontez. Ne vennas ket soublañ d'al lezenn. DHS. pladañ, plegañ. II. V.g. A. 1. Stouiñ e gorf, e gein. Soublañ a reas da lavaret ur ger bennak dezhañ. Ar c'hañval zo o soublañ war e zaoulin. Soublañ a reas da skrivañ war an douar gant e vizied. 2. (db. an traoù na blegont ket) Mont war e gostez un disterañ. Al lestr a soublas gant nerzh an avel. 3. Pladañ, diskouez doujañs betek re. Boazet eo da soublañ dirak an noblañs. Evit gounit ma zamm em eus ranket soublañ betek an douar. Soublañ a raent dirak an dud a zalc'he ar galloud. B. (db. an amzer) Bezañ leizh ha tomm a-walc'h. Soublañ a ra an amzer. & (db. an amzer pe an avel) Dic'harvaat goude bezan bet rust, dont tommikoc'h goude bezañ bet yen-mat.

Exemples historiques : 
27
Masquer la liste des exemples

tenn, ha n'oufet ket e soublañ

1659
Référence : LDJM.1 pg impitoiable, inflexible

soublañ

1659
Référence : LDJM.1 pg alleger, faciliter, flechir, mitiger, mollir

soublañ

1732
Référence : GReg pg abaissement, adoucir

soublañ an houarn

1732
Référence : GReg pg adoucir

soublet

1732
Référence : GReg pg abaissement, adoucir

Kontragn 'vezo da soublañ.

1732
Référence : GReg pg fléchir (Il sera contraint de fléchir.)

soublañ

1850
Référence : GON.II pg soubla

soublet

1850
Référence : GON.II pg soubla

soublit ho penn

1850
Référence : GON.II pg soubla

An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.227

An Aotrou de la Marche ne soublas ket evit-se. Skrivañ a reas da baotred Montroulez en ul lizher hir ha kalonek-meurbet e oa bet hanvet eskop e Kastell, a-berzh Doue, gant hon Tad Santel ar Pab, hag, evel eskop, n’en doa da sentiñ nemet ouc’h ar Pab [...].

1877
Référence : EKG.I. p.10

Un tamm aon a grogas ennon ; plegañ a ris va fenn, soublañ a ris ken izel, mac’h en em gavis, hep gouzout penaos, azezet er ganol e-lec’h bezañ war he ribl.

1878
Référence : EKG.II p.25

Paol a soublas, hep lavaret ger : na petra a raje ken ? N’oa ket evit herzel...

1878
Référence : EKG.II p.68

— Mat, diaes e kavomp ho kuitaat. — Soublit ho penn, ha sentit ouzhin.

1878
Référence : EKG.II p.8

soublañ a ra

1909
Référence : BROU p. 391 (humide)

soublañ a ra

1909
Référence : BROU p. 421 (il fait un temps humide)

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Référence : SKET p.75

A-dreñv dezho ar merc’hed en o sav, kroaziet o arzornioù en o askre hag o daouarn ouzh o bronn-vrusk, a souble d’an douar o fennoù melen-mell.

1923
Référence : SKET p.60

O tistouiñ o zal, Kintus ha Kamula he gwelas o soublañ da dremen dindan an nor hag o lammat e-maez al logell.

1923
Référence : SKET p.106

Edo o vannañ e gammell da skeiñ e horell a-dreuz d’ar prad pa zaougrommas ar gwez, pa soublas ar geot d’an douar tro-dro dezhañ gant ar barrad-avel.

1924
Référence : SKET.II p.34

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Référence : SKET.II p. 53

Ha Bilzig, stouet war e zaoulin, a soublas e benn war he barlenn, dourek ar paotr a ouele, ha dre e zaeroù : — Mamm Izabel, trugarez ! trugarez, mamm Izabel !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

— Gant daou e vo trawalc’h ? a c’houlennas an aotrou. An itron a soublas he fenn : — Ya, ya.

1925
Référence : BILZ2 p.125

soublañ e zaoulagad

1931
Référence : VALL pg baisser

soublañ

1931
Référence : VALL pg baisser

soublañ e chouk

1931
Référence : VALL pg baisser

Kuit da vezañ sammet a ziskred, a reuz, / Gwell e vefe, d'am meno, ober an neuz / Da soublañ d'al lezenn, da godianañ, / Evit mad hor c'hristenien da vihanañ.

1960
Référence : PETO p18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux