I.
Str. ha h.g.
1. Darn eus garennoù an edeier a chom en douar war-lerc'h an eost.
Ur parkad soul. Soul gwinizh.
2. Dre ast.
Plouz.
II.
H.G
GWECHALL
Danvez teiñ (soul segal dh.).
Un doenn soul. Un ti-soul : ti toet e soul.
[1878] [...] el lec’h ma kavis un tammig skeul, dalc’het a-ispilh, a-zindan toenn soul kraou ar saout, gant daou beul koad sanket er voger.
[1924] War an ti ur vat a doenn soul nevez hag, e mogerioù anezhañ, ur gwiskad pri flour o luc’hañ a veur a liv.
Dre-se, n’eo ket en tiez tostañ ez is da glask va skeul, rak en tiez-se e c’helle bezañ soudarded ; mont a ris er-maez eus ar bourk, war hent Gwitevede da Gervinojenn, el lec’h ma kavis un tammig skeul, dalc’het a-ispilh, a-zindan toenn soul kraou ar saout, gant daou beul koad sanket er voger.
Dre-ze, ne ket enn tiez tosta ez iz da glask va skeul, rak enn tiez-se e c’helle beza soudarded ; mont a riz er meaz euz ar bourk, var hent Guitevede da Gervinojenn, el leac’h ma kaviz eun tammik skeul, dalc’het a-ispill, azindan toen zoul kraou ar zaout, gand daou beul koat sanket er voger.
1878
Référence :
EKG.II
p.118
Ul lamm a ris war ar c’hraou a zo e soul, ha d’ar red ez is a-hed an doenn hag e lammis er park en tu diavaez d’ar porzh kloz.
Eul lamm a riz var ar c’hraou a zo e soul, ha d’ar red ez iz a-hed an doen hag e lammiz er park enn tu dianveaz d’ar porz kloz.
1878
Référence :
EKG.II
p.140
Na zilezit biken ho tiez prenn, ho tiez soul ; na savit ket palezioù mein, na strollit ket kêrioù bras ha n’it ket da vevañ enno.
Na zilezit biken ho tïez prenn, ho tïez soul ; na savit ket paleziou mein, na strollit ket kêriou bras ha n’it ket da veva enno.
1923
Référence :
SKET
p.51
Toenn grennbikernek an ti-se n’eo ket soul a oa anezhi, hogen pluñv-evned a bep liv.
Tôenn grennbikernek an ti-ze n’eo ket soul a oa anezi, hogen plunv-evned a bep liou.
1924
Référence :
SKET.II
p.38
War an ti ur vat a doenn soul nevez hag, e mogerioù anezhañ, ur gwiskad pri flour o luc’hañ a veur a liv.
War an ti eur vat a dôenn soul nevez hag, e mogeriou anezan, eur gwiskad pri flour o luc’ha a veur a liou (2).
1924
Référence :
SKET.II
p.76
Netra nemet lochennoù toet gant balan pe gant soul, ha tud paour gwisket gant pilhoù, merc'hed gant chalioù e-giz Landreger, hep na koef na tog war o fenn.
Netra nemet lochennou toet gant balan pe gant soul, ha tud paour gwisket gant pilhou, merc'hed gant chaliou e-giz Landreger, hep na koef na tog war o fenn.