a-unan
labourat a-unan
Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.
« Asa ! emeve, dre amañ ez eus c’hwez ar rost ! Ar sitoianed pe an diaoul a zo tremenet dre amañ, rak int-i hepken a c’hell bezañ, er c’hiz-mañ, bruzunet kroaz hor Salver ! Na petra a lavaran, ar sitoianed pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rak an diaoul a zo e kalon ar sitoianed, ha dre-se ez eont atav a-unan. »
Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
a-unan
Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.
Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb. Chourganañ a rae a-unan gant ar bouilhoù dour o ragachat en o foullig : « A ti venimos, reina del cielo, De gozo llenos con gran fervor Y todos juntos... » (Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)
Eus bezañ efedus a zo kaoz amañ c'hoazh: seul greñvoc'h e vo ur strollad, ha seul efedusoc'h un dibab graet gantañ, ma vez dibabet an dra-se gant an holl a-unan. Da lâret eo kemer e kont an holl arlivioù ster degaset gant an eil re hag ar re al, betek kaout asant tout an dud pe dost.
Mots précédents
Mots suivants
aunaniñ