I.
1. Gwiad graet gant mailhoù neud - gloan prl. - oberiet gant brochennoù.
Ar gloan-mañ a ra bravoc'h stamm. Ur sae stamm. Ur gorfenn stamm. Ur mouchouer stamm. Ur bazoù stamm gloan.
[1954] [...] met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.
&
Trl.
Ober stamm : ober ur pezh dilhad gant stamm.
2. A dalvez d'ober ar gwiad-se.
Nadozioù-stamm.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
Kaout ur c'hof-stamm, bezañ ur c'hof-stamm : bezañ barrek da zebriñ kalz a voued.
N'on ket evit debriñ ken, ne'm eus ket ur c'hof-stamm. Ar re-se zo kofoù-stamm.
III.
G.
Dre ast.
1. Pezh dilhad zo war ober er gwiad-se.
Deus da'm gwelet emberr ha degas da stamm. Kroget e oa ar wreg en he stamm.
2. Pezh dilhad graet gant ar gwiad-se.
Ur stamm-gloan.
HS. stammenn.
Référence :
GON.II.HV
pg stamma (tricoter, former des mailles à l'aide de longues aiguilles émoussées. on dit aussi "ôber stamm").
Enkardiñ, nezañ, ober stamm a ouie ; ar vugale o devo loereier, kamizolennoù, kalabousennoù gloan tomm.
Enkardi, nean, ober stamm a ouie ; ar vugale o devo lêreier, kamizolennou, kalabousennou gloan tomm.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Saig a roas dezhañ ur borpant lien gouel eoliet, ur martolod ur bragoù ; Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh ; unan all a roas dezhañ ur c’hozh suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sterniet evel ur gwir [v]artolod.
Saïg a roas d’ean eur borpant lïen gouel eoliet, eur martolod eur bragou ; Izabel a brenas d’ean eur boutou-koad goloet hag a reas d’ean daou re lêrou stamm ha pitouilh ; unan all a roas d’ean eur c’hoz suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sternet evel eur gwir martolod.
1925
Référence :
BILZ2
p.107
Pa oan ur wech o klask kraoñ yell / 'Lec'h kraoñ 'kavis un durzhunell, / He stamm 'n he dorn 'oa aze'et / O vaesa ar saout hag an deñved.
Pa oan eur wech o klask kraoñ yell / Lec'h kraoñ 'kavis eun durzunell, / He stamm 'n he dorn 'oa azeet / O vesa ar saout hag an deñved.
1944
Référence :
EURW.1
p45
Bez' e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m'eo dleet, met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.