1. Heuliad traoù heñvel, tud zo a-hed ul linenn.
Steudoù gwez, tiez, kirri. Emañ ar soudarded pep hini en e steud.
&
Tr. adv.
A-steudoù : oc'h ober steudoù.
Hadañ a-steudoù.
HS. renkennad, rizenn.
&
Dre skeud.
Ur steud : kalz.
Ur steud gourc'hemennoù a reas dezho.
2. Trl.
N'ober steud ebet : n'ober netra.
Edomp o vont da goll hag ar mestr ne rae steud ebet.
HS. seurt.
3. Trl.
Ober steud : teuler evezh.
Mestr, ne rafec'h steud ebet ha ni o vont da goll.
&
Mont gant e steud : ober ar pezh a venner.
Ne vefe ket gwell da bep unan mont eeun gant e steud, hep klask kement-se a droioù ?