V.
I. V.k.e.
A.
[1659, 1850] Stignañ neudennoù ar steuñvenn war ar stern a-raok kregiñ da wiadiñ.
Steuñviñ ar gwiad, steuñviñ lien. E ti ar gwiader o steuñviñ ma neud. Pet gwalenn ac'h eus steuñvet ? Eñ a gas neud da steuñviñ.
&
Ent krenn.
Bremañ pa'm eus steuñvet em eus anneuiñ d'ober.
B.
1. Dre ast., ent krenn.
Stignañ udb. gwevn war ur stern bnk.
[1925] [...] ha gantañ e tiske steuiñ gant ar beüt, gweañ ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
2. Dre ast. (db. ar c'hevnid)
Stignañ gwiad.
Kaer he devez ar gevnidenn dont da steuñviñ he gwiad, ur barr avel a erruo.
&
Ent krenn.
Ar c'hevnid o steuñviñ.
C. Dre skeud.
1. Irienniñ.
Iriennoù a vije steuñvet outi.
2. (db. ar skridoù, an istorioù)
[1931] Frammañ.
Setu diwar betore danvez a vije steuñvet an danevelloù-se. E lizher a oa steuñvet gant gevier livet brav.
3. Dre skeud.
Steuñviñ e blanedenn : ren e vuhez.
[1924] "— Kalet ar blanedenn, aotrou person ! / — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue".
II.
V.g.
Dre skeud. (db. an dud)
Bale en ur gammigellat.
Steuñviñ a gleiz da zehoù, steuñviñ gant e hent.
Référence :
BROU
p. 423 (garnir une quenouille de lin, de laine, etc)
Ha setu penaos e voe steuet gantañ ar binvioù-se.
Ha setu penaos e voe steuet gantan ar binviou-ze.
1923
Référence :
SKET
p.54
Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.
Dindan c’houezadenn Avelio e teuas ar pevar zra-ze : mor, traez, kregin ha goularz, da geja, d’en em gemmeska, o steuï eur c’horf-paotr hag eur c’horf-plac’h, e rôas an doue ar vuhez d’ezo.
1923
Référence :
SKET
p.33
Gwidilañ, [gaoliñ], kroazigellañ a raent, o steuñviñ dirak he selloù saouzanet ur milendall dizirouestlus ha didermen.
Gwidila, gaolia [gaoli], kroazigella a raent, o steunvi dirak he sellou saouzanet eur milendall dizirouestlus ha didermen.
1923
Référence :
SKET
p.79 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 79, lin. 9 kent an dibenn, e lec’h « gaolia » lenn « gaoli »").
— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
— Ya, ôtrou person. — Evelato savit anezan en doujans en Aotrou Doue [sic, "en doujans an Aotrou Doue"]. — Ya, ya, ôtrou person. — Ha gras d’ezan na heulio ket roudou e berc’hen ! Grit dioutan, dre ho kelennadurez, ar pez n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, ôtrou person ! — Petra a fell d’eoc’h !… Pep-hini ac’hanomp a steu e hini, di[n]dan dourn ha skoazell an Aotrou Doue.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Ar wezenn dilh, gwezenn binniget, dindani pet rummad a dud o devoa [laosket] o soñjoù da vale, da gerzhet, da redek, da nijal a-dreuz broioù burzhudus o c’hoantegezh steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad-kevnid war ar bod lann dindan glizhenn lugernus ur vintinvezh.
Ar weenn dilh, gweenn binniget, dindani ped rummad a dud o devoa leusket o sonjou da vale, da gerzat, da redek, da nijal a-dreuz broiou burzudus o c’hoantegez steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad kefnid war ar bod lann dindan glizenn lugernus eur vintinvez.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sternañ ar c’hevell hag ar boutegoù, ha gantañ e tiske steuiñ gant ar beüt, gweañ ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sterna ar c’hevell hag ar boutegou, ha gantan e tiske steui gant ar beüt, gwea ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.