Ma 'z eus un dolzennad mein-raz o skeiñ war dorrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, ha war c'horread an Douar-bras diouzh un tu all, eo bet teuzet ar mein-raz dre nerzh an doureier, hag ur stêr a c'hell redek dre zindan an douar betek ur stivell war an torrod-meur; an doenn a gouezh a-benn ar fin, ha setu un draonienn veuzet, pep neuz ur gwir draonienn diveuz dezhi, pegen don bennak e c'hellfe bezañ.
Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.
Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].
Mots précédents
Mots suivants
stivell