FIZIOL., PSIKOL.
I.
1. Tagadenn eus an organeg a-berzh ur graer fizikel, bred pe fromel hag a zegas un digempouez a rank bezañ talet outañ dre ul labour emazasaat.
Gouzañv ar stres. Talañ ouzh ar stres.
2. Ersav an organeg ouzh an dagadenn gouzañvet.
Hormonoù ar stres.
3. Dre eilp.
Graer a zegas an dagadenn.
II.
Tennder nervennek rediet en organeg a rank talañ ouzh ur stroñsadenn drumm.
Bezañ dindan stres.