Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Danvez gwenn pe rous dileizhadus en dourennoù, a genderc'her diwar chug spesadoù beterabez pe gorz zo, hag a dalvez da zegas blaz c'hwek d'ar bouedoù. Sukr beterabez, sukr korz. Un tamm sukr, ur maen sukr. Sukr malet, sukr munut, sukr poultr. Madigoù sukr. & Sukr gwenn : sukr puraet. & Sukr du, sukr rous : sukr n'eo ket bet puraet. & Sukr melen : kastounadez. & Sukr dev : danvezenn frondus, gell a liv bet dre dommañ sukr en ur c'hementad bihan a zour. HS. karamel.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

sukr rozat

1499
Référence : LVBCA p189

sukr

1499
Référence : LVBCA p189

sukr

1659
Référence : LDJM.1 pg sucre

drajez sunkr

1732
Référence : GReg pg dragées (sucrées)

korzenn-sukr

1732
Référence : GReg pg canne (qui porte le sucre)

sukr

1850
Référence : GON.II.HV pg sukr

« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »

1944
Référence : ATST p.103

Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.

1944
Référence : ATST p.22

Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.

1985
Référence : DGBD p37

Tostaat a rejont ouzh an tan, el lec'h ma oa staliet ar gador glet, ar reizhoù prientet d'ober te, war-hed dorn, ha sukr en dasenn zoken.

2012
Référence : DJHMH p. 75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux