Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Ger a dalvez da bouezañ war pad ur Sul. Tremen sulvezhioù Mae o pesketa. 2. Devezh a zegouezh da Sul. Ur sulvezh a viz Gwengolo. Ur sulvezh edo oc'h ober ur bale war ar maez. 3. Kementad a zegouezh gant pad ur Sul. Ur sulvezh glav.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

sulvezh

1659
Référence : LDJM.1 pg Sulvez

prezeg bep sulvezh hervez an aviel an deiz

1732
Référence : GReg pg (prêcher la) Dominicale

ar sulvez

1732
Référence : GReg pg (le) dimanche

sulvezhioù

1732
Référence : GReg pg (le) dimanche

ur sulvezh

1732
Référence : GReg pg (un) dimanche

sulvezh

1850
Référence : GON.II pg sulvez

sulvezhioù

1850
Référence : GON.II pg sulvez

setu div sulvezh tremenet

1850
Référence : GON.II pg sulvez

En em gaout a reas e Plougerne gant ur vandenn vrav a soudarded, ur Sulvezh vintin, war-dro nav eur.

1877
Référence : EKG.I. p.231

sulvezh

1909
Référence : BROU p. 403

Van na reas Bilzig (hen a oa er vag gant e vreur) : anavezet mat en devoa Gargam hag e vestr ; dalc’het koun en devoa en taolioù gwialenn pere o devoa, ur sulvezh a voe, kinkiset dezhañ e beñsoù hag e zivorzhed.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.

1944
Référence : ATST p.10

Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.

1944
Référence : ATST p.11-12

Ar sulvezh kentañ din da vont e-maez ar « voest » a voe un devezh kaer a frankiz.

1944
Référence : EURW.1 p54-55

Ur sulvezh vintin ez is ma-unan d'ar bourk ha pa welis ar bobl oc'h antreal en iliz d'an ofis, me a heulias hag a azezas war ur bank, e-kichen tud ar barrez.

1944
Référence : EURW.1 p.170-171

Buan, gant u[n] abardaevezh pe gant ur sulvezh plijadur a-gevret, e veze ankounac’haet trubuilhoù ar gompagnunezh skol.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Ur sulvezh e taolis evezh e oa stank al loened-se a-hed ar gwazhioù-dour : teir pe beder gwech e oan bet direnket ganto en deiz-se, tra na 'm boa ket gwelet unan zoken er miz a-raok (labouret e veze bemdez keit ha ma vezed er c'hoad, nemet ha re fall holl e vije an amzer, e doare dastum ar muiañ ar gwellañ a zanvez evit ar pennadoù-ehan a raed d'ar mare ma vez an amzer en e washañ).

1985
Référence : DGBD p91

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux