H.g.
[1927, 1944] Mare ma teu an noz, e dibenn an abardaez.
[1927] abardaez-noz.
[1944] E-lec'h mont, kalz a rae ar skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d'ar gêr d'abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol.
&
E-tro an abardaez-noz : war-dro dibenn an abardaez.
HS. Serr-noz.
Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegoù peoc’h nag e bodadegoù brezel tud da ouenn ; rak divrutañ, mezhusañ marv az pezo kavet amañ, evel ur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn ur park, dindan tenn-saezh ur c’houeriad.
Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegou-peoc’h nag e bodadegou-brezel tud da ouenn ; rak divruta, mezusa maro az pezo kavet aman, evel eur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn eur park, dindan tenn-saez eur c’houeriad.
1924
Référence :
SKET.II
p.46
abardaez-noz
1927
Référence :
GERI.Ern
pg abardaez[-noz] (la chute du jour)
E-lec'h mont, kalz a rae ar skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d'ar gêr d'abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol.
E lec'h mont, kalz a rae ar skol louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d'ar gêr d'abardaez-noz en eul lavarout e oant bet er skol.
1944
Référence :
EURW.1
p22
D'an abardaez-noz, e c'hoariva Montroulez, leun-kouch, e voe un dalc'h kaniri ha soniri, gant skoazell Teodor Botrel hag e wreg.
D'an abardaez-noz, e C'hoariva Montroulez, leun-kouch, e voe eun dalc'h kaniri ha soniri, gant skoazell Théodor Botrel hag e wreg.
1944
Référence :
EURW.1
p69
Hag an tri baotr yaouank da vont da redek kêr, da fougeal en tavarnioù bras, pep a gorn-butun en o beg, da selaou d'abardaez-noz ur « c'haf-conç »...
Hag an tri baotr yaouank da vont da redek kêr, da fougeal en tavarniou bras, pep a gorn-butun en o beg, da selaou d'abardaez-noz eur « c'haf-conç »...