V.k.e.
1. Troc'hañ, krennañ (udb.) a-benn reiñ neuz dezhañ.
Tailhañ ar gwez. Tailhañ mein, tailhañ pluñv. Tailhañ gwini.
HS. benañ.
2. Ent strizh (db. an dilhad)
Kemenañ.
Tailhañ ur vantell.
&
Ent krenn
Ne oa ket kemenerez, ne ouie ket tailhañ.
3. Dre skeud.
Diwall da reiñ (udb.) en un doare dreistmuzul, arboell dre sellet berr pe dre grennañ al lodenn a roer da bep hini.
Er menajoù e vezer ordinal o tailhañ an dour. Ho poued ne vo ket tailhet deoc'h, met ho labour ne vo ket ivez.
DHS. armerzhañ, damantiñ, erbediñ, espern.
4. Drevezañ (ub.) en ur glask e dremen da zroch.
Ar vatezh a gomañsas tailhañ ar vestrez.
HS. dambreziñ, taneal.
5. (db. ar rouedoù)
Kempenn dre droc'hañ an tammoù roget.
Toulloù ar roued a rank bezañ tailhet mat.
&
Ent krenn
Diaesoc'h eo tailhañ eget dresañ.
6. MERDEAD.
Trl.
Tailhañ al lien : bihanaat al lien dre ma kresk an avel.
HS. krizañ.
7. Trl.
Tailhañ al lez : ober al lez.
Perak e fellfe deoc'h e kollfen an amzer o tailhañ al lez deoc'h?