Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

bezañ tamallet

1732
Référence : GReg pg (être cru) coupable

Abalamour da se, an tamaller publik a c’houlenn ma teufe ar gador-varn unanet da reiñ dezhañ diskarg eus an tamall-mañ a-enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het er prizon hanvet Kastell Brest ; ra vezo, abalamour da se, gourc’hemennet gant urcher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizon-se, evit chom eno evel en un ti a justis, hag e vezo ar gourc’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.

1878
Référence : EKG.II p.204-206

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Référence : EKG.II p.61

Ar bleizi hag ar brini a deufe da grignat o eskern, ar pezh a ve evit hor bro Breizh un dra zivalav dirak an dud, hag a ve tamallet deomp gant Doue.

1878
Référence : EKG.II p.97

[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

« N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »

1944
Référence : ATST p.75

Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoianed.

1960
Référence : PETO p82

Va faotred ne vankont ket, sklaer eo, da deuler ur sell war bep hini, ha kavadennoù brav a reont enno ur wech an amzer ha ne vankont ket da lakaat ar pechoù-se en-dro en o flas, kuit da vezañ tamallet da vezañ hepken skraperien digoustiañs.

1985
Référence : DGBD p61

Evit na vo tamallet tra dit ivez, rak emañ da enraokaat en arvar.

2015
Référence : EHPEA p149

Seul izeloc'h orin sokial an dud tamallet diouzh hini ar barner, seul bounneroc'h ar c'hastizoù eta !

2015
Référence : DISENT p157

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux