1. Tell lakaet gant an aotrouniezh kevredik war gwazadennoù, aezamantoù zo a vez pourchaset d'an dud pe war ar varc'hadourezh e degouezhioù zo (kenderc'hiñ, gwerzhañ, beveziñ, enporzhiañ).
Sevel, dastum taosoù. An taos beveziñ, enporzhiañ. An taos pellwel : a vez paeet bep bloaz gant perc'henned ur pellweler. Taos war ar gwerzh* ouzhpennet (T.G.O.). Taos micherel : tell vloaziek dleet gant an embregerezhioù, a jeder diwar sammad hollek ar goproù kriz paeet da holl implijidi un embregerezh e-korf ur bloavezh.
&
Trl. (db. ar prizioù)
Pep taos e-barzh (P.T.B.) : troienn a reer ganti da gemenn d'ar brenerien emañ jedet an taos er priz kinniget.
Pep taos er-maez (P.T.M.) : troienn a reer ganti da gemenn d'ar brenerien e rankint ouzhpennañ un taos ouzh ar priz kinniget.
Reiñ un dibab prizioù P.T.B., P.T.M.
&
(db. ar marc'hadourezhioù)
Bezañ dindan daos : bezañ un taos warnañ.
2. A-WECHOÙ, PEMDEZ
Tell.
HS. gwirioù, rolloù, tailhoù, tell.