1. Souezhadenn.
Daoust hag erru e ve tud ? Honnezh a ve un dapadenn !
DHS. sebezenn, souezhenn.
2. Tro-gamm, gwechad gennañ (ub.).
C'hoari un dapadenn da ub. Tennañ un dapadenn.
[1924] Eus a belec’h ? eus a betore perzh, ar begeg fall en devoa tennet an dapadenn-se ?
DHS. troidell.
HS. tap.
3. Gloazadenn, gouli.
Ne gredan ket e ve ur gwall dapadenn. Un dapadenn hoc'h eus bet ?
4. RANNYEZH.
Bugel n'anavezer ket e dad, na fell ket d'e dad e anavezout dirak al lezenn.
Hennezh zo un dapadenn.