Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh dilhad labour a wisker gantañ tu a-raok ar c'horf war-c'horre dilhad all evit o gwareziñ. 2. (db. dilhad henvoazel Breizh) Pezh dilhad merc'hed a lakaont war-c'horre o dilhad all. Un davañjer seiz he doa war he barlenn. Tavañjerioù brodet. 3. Trl. skeud. Graet ez eus dezhi un davañjer nevez ; sav zo lakaet dezhi dindan he zavañjer ; prenet he deus un davañjer nevez : dougerez eo.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

tavañjer

1499
Référence : LVBCA p51 (deuantel de cuysinyer qui depent du ventre iuques aux piez)

davañcher

1659
Référence : LDJM.1 pg bauette, deuantier

davañcher

1659
Référence : LDJM.1 pg tablier

davañjer

1659
Référence : LDJM.1 pg dauanger

tavañjer

1850
Référence : GON.II pg diaraogen, tavañcher

tavañcheroù

1850
Référence : GON.II pg tavañcher

tavañjer

1909
Référence : BROU p. 428 (ici l'o remplace le v, ce qui est assez courant)

Houmañ goustadik a chachas ar paotr betek enni, Mad[a]len ha Yannig a oa krog en he davañjer, Katellig a oa kousket en he c’havell [.]

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Ha gant un druilhad bugale a-zistribilh eus da zavañjer ! a adlavare an tad.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

[A]r gwragez gant o c'hoefoù ront, o c'horfennoù mezher voulouzennet, o c'holieroù dantelez, o brozhioù pounner hag o zavañjeroù a liv.

1944
Référence : EURW.1 p.166

Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.

1944
Référence : ATST p.33

Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.

1954
Référence : VAZA p.19

E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.

1954
Référence : VAZA p.31

N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

1954
Référence : VAZA p.34

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux