Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Goudorenn heloc'h - evit un den pe veur a hini - graet gant un danvez gwevn stignet war peulioù dibleg pe hebleg, a dalvez d'an dud da gampiñ. En em dennañ en e deltenn. Teltennoù un dachenn-gampiñ. Teltennoù soudarded. & Displegañ, sevel, stignañ e deltenn : he staliañ. Plegañ e deltenn : he dizober hag he fakañ. HS. pabell, stign, tinell. 2. Telt (I 1, II 1). 3. Pezhig danvez du bihan a laka ar merc'hed ouzh o dremm da lakaat war wel gwennder o c'hroc'hen. Un deltennig seiz.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

teltenn

1732
Référence : GReg pg (petite) emplâtre (qu'on met sur les temples)

teltennoù

1732
Référence : GReg pg (petite) emplâtre (qu'on met sur les temples)

teltenn

1850
Référence : GON.II.HV pg palastr, telten

teletennoù

1850
Référence : GON.II.HV pg telten

Un deltenn hir ha frank a oa bet savet war Vali al Loc’h : leun-chouk a oa a dud pa voe digoret ar 5vet kendalc’h gant an aotrou markiz an Estourbeillon, oc’h ober e-lec’h an aotrou Kerviler, kouezhet gwall glañv.

1944
Référence : EURW.1 p.205

Lojet e oamp dindan teltennoù a zek den, strewet tost ha tost en ul lanneg vras.

1944
Référence : EURW.1 p.204

penaos sevel un deltenn

1945
Référence : KERB p74

Evidon-me a laka sevel va zeltenn e porzh ar geriadenn a zo ken strizh, ken n'eus poan o kaout frankiz da stignañ ar c'hordennoù he dalc'h en he sav.

1985
Référence : DGBD p122

Un toullad teltennoù evit tud dilojeiz savet war ribl ur ganol e-lec'h ma red dour sklas, ul leur-doenn e-kichen an islonk, un doenn pe ur c'havr-houarn aloubet, ur stourmer kraper staget a-istribilh ouzh ur pont ... setu skouerioù evit en em lakaat en dañjer a-ratozh hag a sikour kendivizout gant an enebourien.

2015
Référence : DISENT p103

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux