I.
(db. al loened)
1. Organ gwagrennek bronneged parez zo (buoc'h, kazeg, gavr, h.a.) ma tever al laezh diouzh o bronnoù, p'o devez re vihan.
2. Ent strizh
An hevelep organ pa reer anv eus al loened desavet evit o laezh.
Tezh ar vuoc'h, ar c'havr, an dañvadez. Bronnoù an tezh.
II.
DIZOARE (db. ar maouezed)
1. Melloù bronnoù.
2. Dre fent (db. an dilhad)
Sav-tezh : brennidenn.
Référence :
GON.II
pg téec'h (voyez "téz", premier article), pg téz (pis, la tétine d'une vache, d'une chèvre, etc. tette [...] en Vannes, "téec'h" ou "téc'h").
tezh
téc'h
1850
Référence :
GON.II
pg téc'h (voyez "téz", premier article), pg téz (pis, la tétine d'une vache, d'une chèvre, etc. tette [...] en Vannes, "téec'h" ou "téc'h").
tezhioù
tésiou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg téz (pis, la tétine d'une vache, d'une chèvre, etc. tette. Pl.)
Tezh ar vioc'h-se a zo leun.
Téz ar vioc'h-zé a zô leûn.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg téz (le pis de cette vache est plein).
tezh
téz
1850
Référence :
GON.II
pg bronn, tééc'h, téc'h, tévez, téz (pis, la tétine d'une vache, d'une chèvre, etc. tette).
teizh
teiz
1909
Référence :
BROU
p. 429 (pis)
teizhioù
teichou
1909
Référence :
BROU
p. 429 (au pluriel)
Nemet e teue al laezh-se eus nav zezh an teir buoc’h a anved Vinda, Rouda, hag Udra (3).
Nemet e teue al laez-se eus nao zez an teir buoc’h a anved Vinda, Rouda, hag Udra (3).