I.
Arouezenn a lakaer war ur vogalenn hag a dalvez da heñchañ an distagadur prl.
II.
1. Tired boud, tired digor : arouezenn (') a lakaer war an "u" dibenn-ger en daouad "-où", da verkañ e teu "-ou" da vezañ "-aou" en deveradoù.
&
Arouezenn a lakaer war an "a" er ger "àr" hag er gerioù deveret anezhañ.
Skrivañ a c'haller "war" pe "àr".
2. Tired kognek : arouezenn (^) a lakaer war ar vogalennoù "a", "e", "o", "u" hag a dalvez da verkañ ez eus steuziet ur vogalenn pe ur gensonenn. Skrivañ a reer a-wechoù "lâr" e-lec'h "lavar", "goût" e-lec'h "gouzout".
Skrivañ a reer "kornôg" peogwir e teu eus "kornaoueg".
3. Tired begek, lemm, serr : arouezenn ( ́) a dalvez da verkañ an taol-mouezh e yezhoù zo.