1. Bodadeg.
Ar poellgor a aozas e dolp kentañ e Naoned. D'ar 15 a viz Eost e oa bet un tolp e Surzhur. eno e vez gwelet an tolpoù brezhonekañ.
DHS. bodad, bodadeg.
&
(impl. hep gm.)
Tolp a oa eno ha deuet e oa tud a bep kornad. Ar Parlamant a zifenne ober tolp ebet da noz.
DHS. bodad, emvod.
2. UN TOLP (A DRAOÙ, A DUD) : kementad mat (anezho) bet tolpet, deuet da dolpañ.
Un tolp a istorioù : un dastumad istorioù. Un tolp euzhus a faotoù : ur c'hementad bras a fazioù. Un tolp bras a dud : ur strollad bras a dud.
DHS. taol (G.).