I.
1. [1499, 1659, 1732] Kroc'hen ar moc'h.
Tonenn ar c'hig-sall. Treiñ a reas evit reiñ tonenn e damm kig-moc'h d'ar c'hazh.
2. Dre skeud.
[1867] Kozh tra didalvez.
Aet eo ho skiant da donenn : aet int sot.
II.
Dre heveleb.
1. Gwiskad moan war gorre an douar, zo geot o kreskiñ warnañ prl.
Troc'hañ an donenn a-raok palañ. Glasaat a ra an donenn en nevez-amzer. Lakaat tennañ ar geot ag an donenn.
2. Dre ast.
Gwiskad.
An donenn skorn a grevas en un taol.
Référence :
GReg
pg couene (grosse peau qu'on leve de dessus le lard d'un pourceau)
tonenn kig-sall
tonenn qicq-sal
1732
Référence :
GReg
pg couene (grosse peau qu'on leve de dessus le lard d'un pourceau)
tonenn ar penn
1732
Référence :
GReg
pg coenne (peau de la tête de l'homme)
tonenn
1732
Référence :
GReg
pg coenne (de lard)
tonenn kig-sall
toneñ qicq sall
1732
Référence :
GReg
pg coenne (de lard)
an donenn
1732
Référence :
GReg
pg (la) coënne
tonenn
toneñ
1732
Référence :
GReg
pg couene (grosse peau qu'on leve de dessus le lard d'un pourceau)
tonenn
tonnen
1850
Référence :
GON.II
pg tonnen
Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehou : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'voa eno o c'hoari.
Kaer en doe ann den-ze krial a-boez he benn, ann dud, hep ober van, eat ho skiant da donen, 'zelle a gleiz, a zeou : nousped hini welaz, o choum sounn o fennou, 'vel peuliou eur c'har braz, enn dro da vugale voa eno o c'hoari.
1867
Référence :
MGK
p2
Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neuñvial en dour, loen o kerzhout pe o torc’hweniañ war donenn c’hlas Andelitana (1), na anavezjent o anv, o doareoù, o buhezegezh !
Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neunvial en dour, loen o kerzout pe o torc’houenia war donnenn c’hlas Andelitana (1), na anavezjent o ano, o doareou, o buhezegez !
1923
Référence :
SKET
p.39
Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.
Ijinet e voe gantan ar bigell, hag hen eo a rogas, ar c’henta, tonnenn c’hlas an douar gant beg kroumm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed krenv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.
1923
Référence :
SKET
p.53
Fav, tilh, derv, bras-divent o c’hefioù, bodennek o c’hernioù, a waskede tonenn c’hlas an douar.
Fao, tilh, dero, bras-divent o c’hefiou, bodennek o c’herniou, a waskede tonnenn c’hlas an douar.
War donenn c’hlas an enezenn-se e weler eus a bell evel koabrennoù aour en o gourvez difiñv ha digemm. Koadoù skav-gwrac’h eo, a gredfen, o waskediñ ec’hoazlec’h an heol.
War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h (5) eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol (6).