Stag e veze ar bravig-se ouzh ar wern vras, hag ennañ e veze bountet ur pennad tortis war enaou hag a c'hlaouenne evel un tamm tont ; dindan e veze lakaet ur pentoniad dour, betegouzout emichañs ne grogje an tan e dir a pont, hag e-kichen e chome noz-deiz un den war-c'hed gant e fuzuilh hag e vaionetezenn : Service-Service, jugulaire-jugulaire, eme Yann vartolod.
Brav e oa an amzer hag o vezañ n’am boa ket c’hoant kousket e oan chomet war ar pont em c’hoazez war ur rollad tortisoù gant ul levr em dorn.
Gwechall gozh e krede d’ar bobl e chome an douar e-pign ouzh un tortis tev-tev ; hervez darn all, e oa harpet ouzh ur pezh pikol peul, ha bremañ diouzh klevout an dud desket, emañ o ruilhal-diruilhal e-touez bernioù stered lostek pe dilost, heolioù marv an tan enno pe war enaou, met an holl anezho mil ha kant mil gwech brasoc'h eget hor planedenn-ni.
Mots précédents
Mots suivants
tortis