toullet
[...] mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan. Ha petra ’oa an dra-se evit ur vandenn dud yaouank eveldomp-ni, toullet-frank o gouzoug gant al labour o doa bet en deiz a-raok e Kergidu ha war hent Kastell ? N’eus forzh, gant ar pezh a yoa, e voe ranket ober, ha den n’en em glemmas.
Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.
Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.
Bez ez eus hentoù hag hentoù all avat, ha n'eo ket en ur zispign daouzek mil lur dre gilometr eo e c'heller ober un hent a-zoare, dreist-holl p'emañ an hent-se da vezañ toullet a-dreuz ar c'hoad-meur.