Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Hupenn ront a dalvez da ginklañ udb. prl. An doupenn a oa war e dog lêr. & Trl. Boned-toupenn-ruz : boned martolod. & Ent strizh, RANNYEZH. Hupenn a ginkl bonedoù ar baotredigoù hag a eneber ouzh ar glipenn. DHS. hup. HS. bechenn. 2. (db. an danvez) Kementad bihan a wiennoù distrob. Toupenn c'hloan. Toupennoù stoub. DHS. malzenn. HS. bouchad, hup, hupenn. 3. Dre heveleb. Tamm koton a dalvez da boultrennañ dremm ub. Ar plac'h, ganti en he dorn un doupenn, a oa oc'h echuiñ kempenn he mestrez. 4. Malzenn (erc'h). Hag an toupennoù erc'h gwenn a zalc'h da ziskenn. HS. fulenn (strinkenn), pluenn. 5. Trl. kv. Treiñ ha distreiñ evel un doupenn : treiñ ha distreiñ dibaouez.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Référence : EURW.1 p10-11

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Référence : EURW.1 p.194

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux