1. Hanochenn.
Lakaat un tous en oaled.
2. Ent strizh
Hanochenn a implijed evit azezañ.
An ozhac'h, azezet war un tous e korn an oaled a sache war e gorn-butun.
&
Trl., dre heveleb.
Ober tousig kein : talvezout da skor da ub. evit e sikour da dizhout udb. uhel.
Re uhel eo ar va ger diouzhin ; ret e vo ober tousig kein din.
3. NEVEZ, dre ast.
Azezenn hep kein na brec'hioù.
En e goazez e oa war un tous, ilinet ouzh taol-gont an ostaleri.
DHS. skabell.