1. Aet da fall an danvez anezhañ. Ne wiske nemet dilhad uzet.
O, korf maleürus, penaos out-te
uzet !
2. Dre ast.
Echuet.
[1877] Ha c’hwi ho pefe ar vadelezh d’hon digemer en ho ti ken na vezo uzet ar barr-arne ?
3. Dre skeud.
Koazhet.
E win a oa uzet : divezvet e oa. Bez' e tle bezañ uzet o droug hag o c'haz.
Référence :
GReg
pg fripper (Cet habit est déja frippé.)
Gwin Bernikot a yoa uzet e-feson, rak en em lakaat a rejont da evañ ker gwazh ha biskoazh ; ha goude bezañ evet, e lakejont c’hoazh boutailhadoù en o zier da vont ganto.
Guin Bernicot a ioa uzet e fesoun, rak en em lakaat a rejont da eva ker goaz ha biskoaz ; ha goude beza evet, e lakechont c’hoaz boutaillajou enn ho zier da vont gantho.
1877
Référence :
EKG.I.
p.252
Daou zervezh goude-se e kouezhas klañv, uzet gant an oad, e binijennoù hag ivez gant an anken.
Daou zervez goude-ze e kouezaz klan, uzet gand an oad, he binijennou hag ive gand an anken.
1877
Référence :
EKG.I.
p.9
Ha c’hwi ho pefe ar vadelezh d’hon digemer en ho ti ken na vezo uzet ar barr-arne ?
Ha c’houi o pefe ar vadelez d’hon digemer enn ho ti ken na vezo uzet ar barr-arne ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.56
Jarlig a oa ur martolod kozh, bihan a vent, krommet gant an oad, atav ur boned bechennek gantañ war e benn (moal a oa), ur c’haban mezher dreset war e gein ; ur c’hornig berr o krenañ etre e zent uzet gant an duellenn.
Jarlig a oa eur martolod koz, bihan a vent, krommet gant an oad, atao eur boned bechennek (1) gantan war e benn (moal a oa), eur c’haban mezer dreset war e gein ; eur c’hornig berr o krena etre e zent uzet gant an duellenn.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.944 (Mae 1924)
Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.
Koant awalc'h e oa he dremm, dioujod yac'h ha ruz, daoulagad glas, eur c'hoef Kernevadez a c'holoe he bleo kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he broz a oa unan fall hag he zreid noaz ne oant ket gwall naet en he botou-prenn leun a deil.
1944
Référence :
EURW.1
p46
Divesker ar paotr a bareas, ur wech uzet tan an "emetin", anat eo, hag e c'hellas distreiñ d'e labour evit mat.