Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Na labour ket, na glask ket labourat. Un den vak. & Trl. Bezañ vak war ub. : bezañ hep netra d'ober. Amañ ez eus tud a zo vak warno. Chom vak : hep labourat. & AMZER VAK : amzer ma ne labourer ket, ma vez frankiz d'ober pezh a garer. DHS. vakañsoù. & Douar vak : na vez ket labouret, na vez ket graet war e dro. DHS. dilabour. 2. (db. al lec'hioù) Diac'hub.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

vak

1659
Référence : LDJM.1 pg vac

deiz vak

1732
Référence : GReg pg fête (de palais)

ar bloavezh kentañ eus a dalvoudegezh ur benefis vak a ranker da baeañ

1732
Référence : GReg pg annate

da eurioù vak

1732
Référence : GReg pg heure (A heures perduës.)

ar goñfisañs a rent vak ur Benefis

1732
Référence : GReg pg (la) confidence (fait vaquer un Benefice)

an dra-se a reot pa vezo vak warnoc'h

1732
Référence : GReg pg aise

ar goñfidañs a laka ur Benefis da vezañ vak

1732
Référence : GReg pg (la) confidence (fait vaquer un Benefice)

vak

1850
Référence : GON.II pg vak, vag

vak

1850
Référence : GON.II pg vak, vag

— « Ar mestr a zo re vak, ar mevel didalvez, / Ne raer nemet redek ha fritañ an danvez ; / Evel-henn eo hemañ, egile evel-hont. »

1867
Référence : MGK p75

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Référence : MGK p15-16

Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?

1867
Référence : MGK p65

An ankoù, kaer en deus, ne gav gant an den fur / An dro d'er pakañ vak.

1867
Référence : MGK p100

Rak, ma vijemp bet dizoloet hag anavezet, ma vije bet zoken an disterañ tamm diskred warnomp, e vije dioc’htu bodet en-dro deomp kement den vak ha dibreder a vije e kêr.

1877
Référence : EKG.I. p.66-67

Youl a zeuy dezhañ da vont larkoc'h en hent, dre zonaat ar poentoù n'int nemet finouc'hellet amañ -koulz lavarout- ha dre ouestlañ e holl amzer vak d'ar seurt studioù.

1943
Référence : TNKN p7

War-dro ar memes mareoù e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, div c'hoar o chom e Pariz, an dimezelled Ar Gall.

1944
Référence : EURW.1 p46

Ne oa ket marteze ken flamm an oabl hag an hini a veze a-us da Vreizh d'ar mare ma kuitais ar vro, ha tennañ a rae kentoc'h d'ar mouk eget d'ar glas, moarvat ivez e vez un tammig morennet an dremwel, plijus e oa koulskoude ; hag e-giz ma 'm eus c'hoazh amzer vak, em bez tu da ober tro pe dro da ober anaoudegezh gant gwez ha plant a huñvreer enno en hor bro : kafe ha kakao, orañjez ha sitroñs, ananaz ha gwez-bara, hep kontañ re all ha n'am boa ket zoken klevet anv anezho a-barzh neuze : mangez hag avoka, korosol ha papay...

1985
Référence : DGBD p33

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux