I.
V.k.e.
A. (db. ar gouloù)
Mirout ouzh ub. a welet dre re a sklêrijenn.
Trellañ an daoulagad.
&
(en tu gouzañv, prl.)
Bezañ trellet e zaoulagad gant udb. : bezañ lakaet diaes e zaoulagad gant re a sklêrijenn.
Ken trellet e oa e zaoulagad gant an heol ma lakaas e droad e-biou ar skeul ha ma kouezhas.
HS. dallañ.
B. Dre skeud.
1. Gwelet traoù n'eus ket anezho, dre ma vez bet evet re.
Trellet e oa e zaoulagad gant an evajoù.
2. Touellet.
Trellet gant o fromesaoù kaer, kalz a ya d'a heul. Ne gredan ket e ve gwir ar pezh am eus gwelet ha klevet, trellet eo bet moarvat ma spered.
II.
V.g.
1. (db. an daoulagad)
[1878] Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
[1985] Bezañ diaes diwar re a sklêrijenn.
Koaret e oa an armelioù hag ar gweleoù ken a drelle an daoulagad. Ma daoulagad a drelle, ma divesker a horjelle, edon o vont da semplañ.
[1985] Trellañ a rae hon daoulagadoù gant daskren an dour sioul ha teñval.
2. Dre skeud.
Bezañ touellet.
Gouelioù a lakae speredoù ar yaouankizoù da drellañ.
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da zempla...
1878
Référence :
EKG.II
p.47
A-greiz-holl e c’hlazas he dremm dezhi, hag e trellas he selloù evel rak ur weledigezh euzhik.
A-greiz-holl e c’hlazas he dremm d’ezi, hag e trellas he sellou evel rag eur weledigez euzik.
1923
Référence :
SKET
p.105
Ne welen nemeti ken. Keltia he doa kemeret ur c'horf hag a drelle ma daoulagad.
Ne welen nemeti ken. Keltia he doa kemeret eur c'horf hag a drelle ma daoulagad.
1944
Référence :
EURW.1
p.184
Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh. Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...
1949
Référence :
SIZH
p.47
Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?
Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guz / Em askre vil ha trellet tenn ?
1960
Référence :
PETO
p27
Dre ma astenne an deiz e washae ivez an tommder, ha trellañ a rae hon daoulagadoù gant daskren an dour sioul ha teñval.