Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Hollad ar pezh a daol ur park, parkoù, gounezet. Div drevad bep bloaz. An heiz eo ar gwellañ trevad er bloaz-mañ. Ed, avaloù-douar ha trevadoù all. Trevadoù fonnus. Un drevad fall. DHS. eost. 2. Parkad gounezet, dindan edoù dh.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

trevad

1499
Référence : LVBCA p197 (moisson)

trevad

1659
Référence : LDJM.1 pg trevat

un hanter drevad

1732
Référence : GReg pg Août

trevad

1732
Référence : GReg pg Août

un trevad mat

1732
Référence : GReg pg Août

trevad

1850
Référence : GON.II pg éost, trévad

Goude an eost hag an drevad, Distroit ho parkeier, e kreiz hag en daou benn : Fochit, palit, toullit, na lezit ket eur c'horn-tro Heg gwelet dindan petra zo.

1867
Référence : MGK p31

« Va mab, kae alese da gaout hor c'herent-nes / D'o fediñ da zont d'an drevad. »

1867
Référence : MGK p53

An dra-se ar gwellañ : labour an den zo mat, / Ha labour Doue zo ret da zigas an drevad.

1867
Référence : MGK p89

Ret-mat eo neuze, evit harz an douar da baouraat, adreiñ de[zh]añ, gant an tremp, an danve[z] fosforet a ya dioutañ gant an trevadoù.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ma ! kred 'c'hanon, mignon Tomaz, laka fosfat kaoc'h-houarn en douar a giri, ha d'an trenvad a giri, war ar prajo, war ar c'hozhenno, da winizh koulz ha da ed-du.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegoù, da winizhegoù, da edegoù, o peurgoll da holl drevadoù !

1923
Référence : SKET p.84

trevad g.

1923
Référence : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "moisson".

Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.

1923
Référence : SKET p.13

Ra vo laezh d’e vuoc’hed, mel d’e wenan, trevad d’e barkoù, mez d’e zervenned, pesk d’e zourioù.

1923
Référence : SKET p.25

Ariomanos eo a eostas kentañ trevad heiz taolet gant douar-stuz, ha kentañ park aret e voe an hini a zigoras-eñ e Manoialos (frankizenn Manos) (1).

1923
Référence : SKET p.53

Lugus, war a zezrevell an danevellourien, eo a gelennas mab Manos (Ariomanos) war ar gounit-douar, an hadañ ha mediñ trevadoù.

1923
Référence : SKET p.58

Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.

1923
Référence : SKET p.119

Gouzout ar gerioù, seveniñ al lidoù, kinnig ar roadoù, peuroberiañ al lidlazhadoù a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskoriñ dezho trevadoù ha frouezh.

1924
Référence : SKET.II p.62

C’hwennat a reas an trevad, mediñ, dornañ ha dastum an ed hep bezañ skoazellet gant den (3).

1924
Référence : SKET.II p.23

reg an drevad

1931
Référence : VALL pg assolement

« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo dit, tier, girzhier, gwez, trevadoù : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paeañ dit talvoudegezh da beadra ha da labourioù. »

1944
Référence : EURW.1 p9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux