I.
V.g.
A. (db. an dud)
1. Skeiñ e dreid en douar meur a wech ha buan da ziskouez e blijadur, e zibasianted, h.a.
Tripal a raen gant ar blijadur. Kaer hoc'h eus tripal, ne vo ket roet deoc'h. Tripal a rae gant ar fulor.
2. PEMDEZ
[1499, 1659, 1732] Koroll.
Tripal a gar ar vaouez-se.
HS. dañsal.
3. Dre skeud.
Na badout neblec'h gant ar c'hoant da vont un tu bnk.
Me a gred emañ an tan en he feñsoù, tripal a ra a-hed an deiz.
Annaig a dripe he c'halon : lammoù a ree he c'halon.
B. (db. al loened)
1. (db. ar c'hezeg)
Mont d'an dripig.
2. Redek en ur lammat.
Tapet en doa krog en e fuzuilh ; ar giez a dripe en-dro dezhañ.
II.
V.k.e.
(db. ar c'hrampouezh)
Cheñch tu d'ur grampouezhenn ouzh he bannañ.
Tripal ar c'hrampouezh er baelon.