Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Tr. ar. TRO-DRO DA. 1. En ur rann eus an egor a ra tro da (ub., udb.). Tro-dro d'ar park ez eus ur c'harzh. Geunioù zo tro-dro d'ar gêriadenn-se. 2. Dre ast. En ardremez (ub., udb.). Bez' ez eus kalz a goadoù tro-dro d'ar c'hastell-mañ. N'eus ti ebet tro-dro dimp. II. Adv. A. 1. En ur rann eus an egor a ra tro (d'ub., d'udb.). Staliet e oa bet un daol dirak an ti, gant kadorioù tro-dro. 2. Dre ast. En ardremez (ub., udb.). Ne oa gouloù ebet er maner ha ne fiñve den ebet tro-dro. N'hor boa gwelet den er gêriadenn-se na war-hed ul lev tro-dro. B. Stn. Zo en-dro da (ub., udb.), en ardremez (ub., udb.). Eus beg an tour e weled splann ar maezioù tro-dro. Anavezout a reont mat al lec'hioù tro-dro. HS. en-dro, war-dro, tro-ha-tro, tro-war-dro.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

aer o ren tro-dro

1931
Référence : VALL pg (air) ambiant

krennañ diwar an dachenn tro-dro

1931
Référence : VALL pg arrondir

Ha tro-dro da Vreizh, ne gaver ket nemeur a draoù a rofe da grediñ en ur giladenn kalz brasoc'h eus ar mor.

1943
Référence : TNKN p28

O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro.

1944
Référence : ATST p.65

Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.

1944
Référence : EURW.1 p15

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Référence : SIZH p.39

Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.

1985
Référence : DGBD p17

Mont a reont [ar stourmerien] da zisplegañ an obererezh d'an dud tro-dro dezhe.

2015
Référence : DISENT p132

En daou du d'ar poull-neuial ez eus bet staliet taolioùigoù gant kadorioù ha disheolieroù, serr, hag ar peurrest eus an dachenn tro-dro a zo dindan leton.

2015
Référence : EHPEA p51

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux