1. Den ezel eus ur strollad pobloù en em ledas o sevenadur war ul lodenn vat eus Azia er Grennamzer, a-raok dezho diazezañ un impalaeriezh en Anatolia.
Ar c'hroaziadegoù enep an Durked.
&
Trl., KOZH
An Turk bras : impalaer an Durked.
2. Den eus Turkia a vremañ.
3. GWECHALL
Muzulman.
Hag int zo Kristenien pe Turked ?
Ur penn tev en doa, gant lunedoù bras war e fri ruz ; lart e oa evel un Turk ; mes e vouezh ne oa ket stummet diouzh e gorf pounner ; komz a rae flour, mes skeiñ a rae kalet.
Eur penn teo en doa, gant lunedou bras war e fri ruz ; lart e oa evel eun Turk ; mes e vouez ne oa ket stummet diouz e gorf pounner ; komz a rae flour, mes skei a rae kalet.
1944
Référence :
EURW.1
p50
Degaset e oa bet en Italia e-kreiz ar XVvet kantved gant Basilius Bessarion, denelour gresian eus impalaeriezh Konstantinopoulis, kent d'an impalaeriezh-se bezañ diskaret gant an Durked.