"uhelenn" gg.
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Bevennet eo an islonkoù gant uhelennoù a red keñver-ha-keñver ganto war un tu hepken, hag o tougen un nebeut enezennoù peurliesañ.
A-raok ma 'z a kuit al lestr evelato e fraesha un tammig an amzer hag e c'heller damwelout bep ar mare uhelennoù ar menez.
Gwall yen memes evit ar mare eus ar bloaz, c'hwezhañ put a rae an avel war an uhelenn, sourpiliz ar beleg a goeñve hag a zigoeñve gant ar barradoù, war a-raok, war a-dreñv diouzh froudenn an avel, poan en doa ar beleg da vont a-raok gant e bedennoù, hag ar masikod bihan, gant e bodad dour-benniget hag e sparf, a grene en e stammenn re voan.
Mots précédents
Mots suivants
uhelenn